Oberiadur-brezel Ten-Gō
Neuz

Oberiadur-brezel Ten-Gō e voe oberiadur meur diwezhañ Morlu Impalaeriezh Japan da vare an Eil Brezel-bed. E bal e oa kas an hobregoner Yamato, an hini brasañ er bed, asambles gant ur strollad bagoù all, da skeiñ ouzh aodoù Okinawa, evit ma stourmjent a-enep ar soudarded stadunanat dilestret evit aloubiñ an enezenn. Kregiñ a reas d'ar 6 a viz Ebrel 1945. Taget e voe ar flodad listri gant kirri-nij enebour d'ar 7 a viz Ebrel[1] etre Kyūshū hag an inizi Ryūkyū, ha kaset e voe ar Yamato, ha pemp bag all diwar an nav kaset evit e wareziñ, d'ar strad. War-dro 3 700 martolod japanat a gollas o buhez en deiz-se. Kalz skañvoc'h e voe kolloù an US Navy er memes deiz (dek karr-nij ha daouzek levier).
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Operation Ten-Go, National Museum of the United States Navy (lennet d'an 09/03/2025)