O.F. Mossberg & Sons

O.F. Mossberg & Sons, anvet boas Mossberg, zo un embregerezh armoù-tan hiniennel stadunanat, savet e 1919 e New Haven (Connecticut).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe an embregerezh e 1919 gant Oscar Frederick Mossberg (1866-1937), un enbroad deuet deus Sveden e 1886 hag implijet abaoe 1900 e embregerezhioù armoù-tan evel Savage. Feurmiñ a reas ur stal vihan e State Street, e New Haven, en ur rannvro enni kalz embregerezhioù armoù-tan brudet all evel Winchester, Colt, Smith & Wesson, hag arsanailh stad Springfield. Eno e krogas asambles gant e zaou vab Iver hag Harold da broduiñ ar Brownie, ur bistolenn pevar zenn kambret er c'halibr .22. E-pad an Eil Brezel-bed e produas pezhioù mindrailherezioù M2 ha fuzuilhoù Lee-Enfield evit ar Gevredidi. Ober a reas ivez kalz fuzuilhoù-gourdoniñ 42MB (45.000 skouerenn[1] evit ar British Army) ha 44US (evit an U.S. Army), kambret e .22 Long Rifle. Kalz soudarded vreizhveurat pe stadunanat a bleustras da gentañ gant an armoù-mañ a-raok bezañ kaset da vrezeliñ[2].
1962 a voe ur bloavezh a-bezh evit Mossberg, pa grogjont da werzhañ ar Mossberg 500, ur fuzuilh-pomp priziet gant an nerzhioù polis er Stadoù-Unanet, hag a voe savet ouzhpenn 11 milion a skouerenn anezhi en holl[3]. Choazet e voe an arm e 1979 gant an arme stadunanat[2].
Hiziv an deiz e produ an embregerezh fuzuilhoù-pomp deveret eus ar Mossberg 590, karabinennoù chase evel ar Mossberg Patriot, fuzuilhoù-chase flour o c'hanol, hag ar rummad pistolennoù damaotomatek MC2 kambret e 9 mm Parabellum[4]. Alan Iver Mossberg, gourvab Oscar F. Mossberg, a oa en e benn e 2025. E New Haven emañ e sez c'hoazh, met ar braz eus an armoù a vez produet e uzin ar strollad e Eagle Pass (Texas) abaoe ar bloavezhioù 1980[5].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Roll an armoù produet gant Mossberg, savet gant an National Mossberg Collectors Association
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 100 years of Mossberg, war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 02/02/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Since 1919...A Look at the Storied History of Mossberg, war lec'hienn Mossberg (lennet d'an 02/02/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 278-279
- ↑ (en) Firearms war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 02/02/2025)
- ↑ (en) SAGI Guy J., Mossberg: A Family-Owned Company That Lives On, American Rifleman, 26/02/2022 (lennet d'an 02/02/2025)