Nupes
| Deiziad krouiñ | 1 Mae 2022 |
|---|---|
| Anv berr | NUPES |
| Den heverk | Jean-Luc Mélenchon, Julien Bayou, Fabien Roussel, Olivier Faure |
| Emezelet ouzh | French Left |
| Bro | Frañs |
| Luskad politikel | Tu kleiz |
| Bet erlec'hiet gant | New People's Front |
| SRGB color hex triplet | BB1840 |
| Deiziad divodañ | 10 Mezheven 2024 |
| Lec'hienn ofisiel | https://nupes-2022.fr/ |
| Hashtag | NUPES |
An Nouvelle Union populaire écologique et sociale, pe Nupes, zo ur c'hengevread strolladoù politikel eus an tu-kleiz gall.
Savet e oa bet d'ar 1añ a viz Mae 2022, goude dilennadeg prezidantel Bro-C'hall e 2022, ma ne oa bet kenstriver ebet eus an tu-kleiz o tizhout an eil tro, dreist-holl dre ma ne oa ket bet choazet un den hepken evit bezañ danvez dileuriad. Ur gendalc'hadenn eo eus an 'Union populaire ( pe UP) hag a oa bet a-dreñv Jean-Luc Mélenchon, harpet gant La France insoumise, er Pôle écologiste (gant an Ekologourien ha Génération.s[1]), ar Strollad Komunour Gall hag ar Strollad sokialour. Pal ar c'hengevread e oa kinnig danvez kannaded evit dilennadeg kannaded Bro-C'hall e 2022 goude ma vije bet addilennet Emmanuel Macron evit un eil respet.