Nové Město

Eus Wikipedia

Nové Město (kêr nevez e tchekeg) a zo ur c'harter eus Praha, kêrbenn ar Republik Tchek. Krouet e voe diwar goulenn Charlez IV d'an 8 a viz Ebrel 1348.

Orin (mojenn)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ur vojenn e oa Charlez IV oc'h arvestiñ ouzh Praha asambles gant e lez, pa zeuas ur steredour da gemenn e vije tan-gwall e Malá Strana hag e vije beuzet Staré Město. Embann a reas an impalaer e talc'hfe Praha da vezañ hag e tivizas lakaat sevel ur gêr nevez (Nové Město), e-lec'h ma oa kêriadennoù evel Rybnik[1].

Istor Nové Město[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet e voe sevel ar c'harter diwar tri lec'h pennañ :

  • Marc'had ar chatal (plasenn Charlez hiziv an deiz)
  • Marc'had ar c'hezeg (plasenn Václav hiziv an deiz)
  • Marc'had ar foenn (plasenn Senovazne hiziv an deiz)

En un doare poellek e voe savet Nové Město : hentoù pennañ ha marc'hadoù bras, hag a zeuas da vezañ plasennoù : plasenn Charlez, plasenn Václav ha plasenn Senovazne.

Ur straed e Nové Město

D'an 12 a viz C'hwevrer 1784 e teuas Nové Město da vezañ ul lodenn eus kêrbenn roueel Praha (Královské hlavní město Praha) asambles gant Staré Město, Hradcany ha Malá Strana.

Plasennoù Nové Město[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karlovo náměstí (Plasenn Charlez)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War blasenn vrasañ ar gêr nevez e veze aozet marc'had ar chatal. Da vare Charlez IV e voe staget gant sevel an ti-kêr nevez. Le marché au bétail occupait le plus grand emplacement de la nouvelle ville. Eno e c'hoarvezas kentañ difrenestriñ Praha e 1419. Plasenn vrasañ ar Republik Tchek eo Karlovo náměstí, gant ur gorread a 80 550 m². Abaoe 1848 ez eo anvet Karlovo náměstí . A-fet melestradur emañ en arondisamant Praha 2. Tro-dro d'ar blasenn ez eus meur a savadur istorel : iliz Sant Ignas, an ti-kêr, ti Faust (a vije e palez Mladotovský hervez ur vojenn brahat), pe c'hoazh palez Charitas.

Václavské náměstí (plasenn Václav)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plasenn Václav

Eil plasenn ar gêr nevez e oa hini marc'had ar c'hezeg. Ul liamm etre ar gêr gozh hag an hini nevez e oa. Lodenn uhelañ ar blasenn a oa bevennet gant porzh ar c'hezeg, ma veze marc'had.

Senovážné náměstí[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trede plasenn ar gêr nevez n'eo ket ken brudet hag an div all. En he c'hreiz emañ Tour Herri (Jindřišská věž). Nepell emañ ar sinagogenn.

Ar sinagogenn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Alois Jirásek, Légendes de l'ancienne Bohême, troet gant Michelle Lewigue

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.