Gwasanaeth Tân ac Achub Gogledd Cymru
Neuz
(Adkaset eus North Wales Fire and Rescue Service)
Gwasanaeth Tân ac Achub Gogledd Cymru
| Deiziad krouiñ | 1996 |
|---|---|
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.nwales-fireservice.org.uk |
An North Wales Fire and Rescue Service (berraet en NWFRS; kembraeg: Gwasanaeth Tân ac Achub Gogledd Cymru) eo anv ar bomperien hag a evezh takadoù Kembre Anglesey, Sir Conwy, Denbighshire, Flintshire, Gwynedd ha Wrecsam e norzh Kembre. Darn takadoù ar servij hag a zo e Gogledd-Orllewin Cymru a zo reoù war ar maez. Pennlec'h an NWFRS a zo e Llanelwy, Denbighshire, Kembre. An aozadur a zo bet krouet e 1996 gant Akta gouarnamant lec'hel (Kembre) eus 1994 hag a oa bet un adoazadur eus gouarnamant lec'hel Kembre. Kendeuzet e oa bet brigadennoù Clwyd ha Gwynedd. An takad da ezvezhiañ a ra 6200 km2, hag e-tro 670 000 anneziad a vev eno. En holl e vez ouzhpenn 1000 implijiad o labourat evit ar servij.[1]
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ About Us Patrom:Webarchive Lec'hienn ofisiel
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cy) Lec'hienn ofisiel