Norte grande Chile
An Norte grande zo unan eus ar pemp rannvro naturel e Chile.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Norte grande emañ rannvro Arica ha Parinacota, Tarapacá, Antofagasta hag hanterenn norzh Atacama, hag ivez an inizi Desventuradas a zo stag ouzh rannvro Valparaíso.
Gouezlec'hel eo an hin, hag eno emañ gouelec'h krasañ ar blanedenn Douar, dezerzh Atacama, altiplano an Andoù, ouzhpenn Cordillera an Aod ha Cordillera an Andoù.
Bevennet eo en norzh gant Perou, er reter gant Bolivia hag Arc'hantina, er c'hornôg gant ar Meurvor Habask, hag er su gant ar stêr Río Copiapó, ma krog an Norte Chico, eil rann ar zona norte de Chile. Tri forzh a bouez zo er rannvro: Arica, Iquique hag Antofagasta, a zo, war un dro gant Calama, pennañ tolpadoù-kêr ar c'hornad.
Sed amañ ar c'hêrioù brasañ :[1]
N.º | Kêr | Poblañs | Proviñs | Rannvro |
---|---|---|---|---|
1.º | Antofagasta | 348 517 | Antofagasta | Antofagasta |
2.º | Gran Iquique | 293 068 | Iquique | Tarapacá |
3.º | Arica | 202 131 | Arica | Arica ha Parinacota |
4.º | Calama | 157 575 | Loa | Antofagasta |
5.º | Tocopilla | 24 942 | Tocopilla | Antofagasta |
6.º | Caldera | 16 150 | Copiapó | Atacama |
7.º | Chañaral | 14 146 | Chañaral | Atacama |