Norm endroel

Eus Wikipedia

An norm endroel, pe reolennadur, a zo un norm rediet gant ar galloudoù publik. Termenet eo ur vevenn saotrañ, ul live brasañ saotr. Paeet e vez un tell-kastiz gant ar re maez lezenn. (Un efed war ar c’hementad a zo)

Savet eo bet an norm endroel evit bezañ gouest da wareziñ ar c’hevala naturel en ur gendec’hel da produiñ. Un efedusted endroel en deus neuze, gant disoc’hoù divizet en a-raok. Simpl ez eo da lakaat e plas. Met start ez eo kavout un live dereat : Ma ez eo re laoks ar reolennadur, ne vo efedusted endroel ebet, met er c’hontroll ma ez eo re strizh e vo un efedusted ekonomikel negativel. Gant an norm endroel, ne vez ket broudet an obererien ekonomikel d’ober gwelloc’h.

Kemeromp skouer feur-emglev Montréal: Ur c'hentemglev evit gwareziñ an endroe eo, lakaet e plas d'ar 1añ a viz Genver 1989. E fal : lakaat da vont da get an danvezioù hag a reduont ar wiskad ozon. E 2007 ez eo bet tizhet ar pal gant ar 190 vro ho doa sinet ar c’hentemglev, 20 bloaz goude, normalamant raktreset evit 2010. Hervezh ar gumuniezh skiantel e teufe en-dro ar wiskad ozon, en e stad eus 1980, etre 2055 ha 2065.