Norbert Kröcher

Eus Wikipedia

Norbert Kröcher (14 a viz Gouere 1950, lesanvet Knofo) a zo un Alaman bet unan eus krouerien Emsav an 2 a viz Even. Liammet eo ivez ouzh eil rummad Rote Armee Fraktion. Gwaz Gabriele Kröcher-Tiedemann e voe[1].

Obererezh ha toull-bac'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

In 1976 e klaskas Kröcher skrapañ ar bolitikourez svedat Anna-Greta Leijon. Ar pal a oa eskemm anezhi gant eizh Alaman toullbac'het[2].

Taol Leo a oa anv an taol-se, met dizoloet e voe gant ar polis ha harzet e voe Kröcher d'an 31 a viz Meurzh 1976 e Stockholm. Skarzhet e voe diouzh Sveden e 1977 ha bac'het en Alamagn. E 1985 e voe dieubet.

E 2005 edo o chom e Berlin.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Melvin J. Lasky, On the Barricades, and off, http://books.google.com/books?id=73lGvk6EGWgC&pg=PA187 p.187, Transaction Publishers, 1989
  2. Elihu Lauterpacht, International Law Reports, http://books.google.com/books?id=M6CgYG9umvgC p. 279, Cambridge University Press, 1982