Mont d’an endalc’had

Nom (Henegipt)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nom)
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur

Bez' e oa an Nomoù (eus ar gresianeg νομοι, nomoi, a dalvez rann, distrig; sepat e demoteg), rannoù melestradurel a veze lodennet Egipt ganto en Henamzer. Ar c'hentañ rann velestradurel a oa ar vevenn a oa daouhanteret Egipt drezi etre Gorre Egipt ha Goueled Egipt. Bep a gêr-benn ha bep a arouez a oa gant an nomoù. Etre eizh nom ha tregont ha daou nom ha daou-ugent zo bet hervez ar mareoù. E-pad ar marevezh ptolemaek ha roman e teuas an nomoù da vezañ rannvroioù melestradurel.

Meret e veze an nomoù e anv ar Faraon gant gouarnerien a veze graet nomarked anezho.

Evit doare eo ken kozh rannadur Egipt e nomoù hag ar marevezh rakktierniezh (e-tro an XXXIIl kantved kt JK). E penn-kentañ e oa eus an nomoù-se keodedoù-Stad bet unvanet tamm-ha-tamm. Gant Menes e voe peurechuet unvanidigezh an nomoù.

Ouzhpenn padout a-hed 3000 vloaz eo chomet stabil a-walc'h anvioù, niver, urzh ha gorread an nomoù. Lod, evel Xois en delta, pe Khent e Gorre Egipt a gaver meneget o anv war maen Palermo bet engravet e-pad ar Vvet tierniezh. Re all, evel Bubastis, zo bet savet da vare ar Rouantelezh Nevez. Renet o deus ar pep brasañ eus faraoned Egipt war 42 nom.

Ugent nom a oa e Goueled Egipt, kreizennet gant Mimfis, kêr-benn ar Rouantelezh kozh. Heuliañ a ra an niveradur red an Nil; gant nomoù ar reter emañ ar sifroù brasañ.

Daou nom war-ugent a oa e Gorre Egipt. Heuliañ a rae an niveradur anezho red an Nil ivez.

E penn pep nom e oa un Nomark. Peuliesañ e vezed nomark dre hêrezh met gallout a rae ar faraon envel unan bennak war ar garg. Pa oa kreñv ar galloud kreiz eo ar faraon hollc'halloudus a zibabe an nomarked peurliesañ. Pa veze gwanoc'h ar galloud (e-pad an aloubadegoù pe pa oa brezelioù diabarzh, peurgetket) en em aoze an nomoù o-unan hag e tape ar vibien lec'h o zadoù. Ingal e veze tabutoù etre breudeur evit an hêrezh e-pad ar Marevezh Etre kentañ, mare ma oa gwanaet ar galloud kreiz, dreist-holl etre ar VIvet hag an XIvet Tierniezh.

Treuzvevañs an nomoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Miret eo bet framm an nomoù a-hed ar marevezh ptolemaek tre betek mare ar Romaned. Dindan beli ar Romaned e veze skoet moneiz gant nomoù zo : ar "pezhioù nomek". Miret o deus an nomoù o fouez melestradurel evel unanenn diazez ar vro betek adframmadur klok ar vurokratelezh dindan ren Diokletian ha Kustentin I.

E -307 eo bet erlec'hiet an nomoù gant pouioù (pagi) gouarnet gant ur Pouier (pagark). Ne'z ae ket e roll pelloc'h eget hini un dastumer tailhoù ha pennlusker an armeoù lec'hel. Peurliesañ e oa eus ar baouierien perc'henned pinvidik a oa mestr war ar paou renet ganto dre ar galloud hag an arc'hant.


Nomoù Henegipt
Anv an nom
Anv egiptek
anv gresianek
Anv a-vremañ
1
Ar ramparzh gwenn
Ineb Hedj/Men-nefer
2
Ar vorzhed
3
Ar c'hornôg
4
Neith ar su (pal ar su)
5
Neith an norzh (pal an norzh)
6
Tarv ar menez (tarv an dezerzh)
7
Treant ar c'huzh-heol
8
Treant ar sav-heol
9
Andjty (ar gwarezer)
10
Ar mell tarv du
11
An Tarv kontet (an tarv en e lurelloù)
12
Al Leue sakr (leue ar vuoc'h)
13
An aotrou bagol (ar piler)
14
Ar stalenn reterel (beg ar sav-heol)
15
An Ibis
16
An Delfin (ar silur)
17
An Tron (ar santual)
18
Ar bugel roueel uhelañ
19
Ar bugel roueel izelañ
20
Ar sav-heol (ar falc'hun balzameget)
Anv an nom
Anv egiptek
Anv gresianek
Anv a-vremañ
1
Bro ar wareg (douar Setet)
2
Tron Horus
3
Ar plouezad (an div bluenn)
4
Ar vazh-roue
5
An daou sparfell
6
Ar c'hrokodil
7
Ar sistr (benveg seniñ)
8
An douar bras (relegouer Osiris)
Abydos (gwechall Thinis)
9
Minou (foeltr Min)
10
Ar C'hobra (an naer)
11
Loen Seth (Al levran)
12
Menez an Naer
13
Ar Greunadour (An terebint) uhelañ
14
Ar Greunadour (An terebint) izelañ
15
Ar C'had
16
An Oryks (ar c'hazelenn)
17
Ar C'hi du (an aourgi)
18
Falc'hun e skilfoù dispak (ar sparfell nij)
19
Ar vazh-roue c'hlann (ar eil bazh-roue)
20
Al lore roz uhelañ
21
Al lore roz izelañ
22
Ar gontell

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Alan K. Bowman (1990) Egypt After the Pharaohs, Oxford University Press.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg