Nohra
| Anv ofisiel | Nohra |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Nohra |
| Stad | Alamagn |
| E tiriad | Grammetal |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
| Daveennoù douaroniel | 50°57′55″N 11°14′2″E |
| A zo stok ouzh | Troistedt, Isseroda |
| Kod-post | 99428 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.grammetal.de/unsere-gemeinde/ortsteile/nohra/ueber-die-ortschaft-nohra/ |
| Kod pellgomz an takad | 036203, 03643 |
| Kod plakenn varilh | AP |

Nohra zo ur gêriadenn ha kumun eus Landkreis Weimarer distrig eus Thüringen, en Alamagn. D'ar 1añ a viz Kerzu 2007, kumun Utzberg a oa bet kendeuzet en hini Nohra. Goude-se, e miz Kerzu 2019, e oa deuet Nohra da vezañ ul lodenn eus kumun Grammetal. 370 annezad a oa er gumun e 2022.
E Nohra e oa bet savet ar c'hentañ kamp-bac'h nazi. Anvet e oa kamp-bac'h Nohra, ha savet e oa bet d'an 3 a viz Meurzh 1933. Ar brizonidi a oa toullbac'het en ur savadur skol.[1]. Ne oa ket gwele ebet evito, hag an holl anezho a oa komunourien. Hiziv an deiz ne chom roud ebet eus ar c'hamp bet distrujet er bloavezhioù 1950. N'eus ket memes Eus ur blakenn o verkañ al lec'h.
Bazenn an nijlu Luftwaffe e Nohra a oa bet adimplijet gant an tirlu soviedel evit oberiadurioù biñsaskell eus 1945 betek 1992. An aerborzh a oa simpl, gant un hent-nij, un hangar hag ur stign radio.[2] Ur wech echuet gant implij al lec'h e oa bet distrujet un darn eus ar savadurioù, met chom a ra un nebeud roudoù hag a zo bet dalc'het evel lec'hioù istorel, en o zouez un delwenn ramzel eus Lenin hag a zo bet kempennet.[3]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Shapira, Avner (12 April 2010). A geography of evil (en).
- ↑ Nohra: Airfield – Weimar-Nohra. Military Airfield Directory - Cold War Airfields.
- ↑ Gomes, Carlos (31 January 2016). Red carnations for Lenin. Lenin is Still Around.