Mont d’an endalc’had

No Man's Land (stirad skinwel)

Eus Wikipedia
Stourmerezed ar YPJ (Unvezioù Difenn ar Merc'hed) e 2016

No Man's Land zo ur stirad skinwel gall, belgiat hag israelat, skignet adalek 2020, ennañ 16 rann dasparzhet e daou goulzad. Tremen a ra dreist-holl e Kurdistan Siria e 2014 ha 2015, da vare aloubadeg ul lodenn eus ar vro gant ar strollad Stad Islamek. Heuliañ a raer tudennoù a bep seurt enbarzhet er brezel, evel Antoine Habert (Félix Moati) hag a zo o klask he c'hoar Anna (Mélanie Thierry), deuet da vezañ ezelez eus ar strollad kurd YPJ [1]; Sarya Dogan (Souheila Yacoub), ur stourmerez eus ar YPJ ivez ; ha Nasser Al-Shammri (James Krishna Floyd), Paul Wilkins (Dean Ridge) hag Iyad Bel Tagi (Jo Ben Ayed), tri mignon bugaleaj saoz eus karterioù paour Londrez aet da Siria evit stourm gant ar Stad Islamek. En eil koulzad, skignet adalek miz Ebrel 2025 war ar chadenn Arte e Bro-C'hall, e reer anaoudegezh gant tudennoù Jake Al-Shami (Zed Josef), ur Stadunanad deuet da vezañ unan eus pennoù-meur Daesh, hag Ellie Gordon (Leo Hatton), aet da adkavout anezhañ eno[2].

Liesyezhek eo ar stirad, ha klevet a reer ingal saozneg, arabeg, galleg koulz ha kurdeg ennañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) DUPONT Sarah, No Man’s Land, saison 2 : retour en territoire brûlant sur Arte, Éclaireur FNAC, 17/04/2025 (lennet d'an 21/04/2025)
  2. (fr) GAVOILLE Émilie, “No Man’s Land” : une saison 2 où se mêlent toujours thriller, espionnage et drame familial, Télérama, (lennet d'an 21/04/2025)