No Bra Day

Eus Wikipedia

An No Bra Day (devezh hep brennidenn) zo un devezh aozet bep bloaz d'an 13 a viz Here, ma vez broudet ar maouezed da chom hep gwiskañ brennidennoù abalamour da gizidikaat ar brasañ niver ouzh krign-bev ar vronn. An No Bra Day a voe kroget d'an 9 a viz Gouhere 2011[1], met goude tri bloaz e oa bet cheñchet an deiziad evit hini an 13 a viz Here, miz ar stourm a-enep krign-bev ar vronn. Implijerien ar mediaoù sokial a zo broudet da bostañ kemennadennoù pe poltriji gant an hashtag #nobraday[2]. Klasket e vez ivez dre an devezh-se degas muioc'h a ingalded etre ar baotred hag ar merc'hed. Lod eus ar re a gemer perzh en devezh-se a lak poltriji anezho hep brennidenn. Lod maouezed a wel an No Bra Day evel un devezh stourm politikel ; evit lod all ez eo un devezh aester ha frankizour.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]