No-pan kissa
No-pan kissa (ノーパン喫茶, Nōpan kissa, brezhoneg : Kafeoù hep bragoù-bihan) a vez graet eus pretioù reizhel japanat a ro an tu d'ar pratikoù da vezañ servijet boued ha diedoù alkoolek gant servijerezed gwisket gant brozioù berr hep bragoù-bihan. Al leur, pe lodennoù eus al leur a c'hell bezañ melezourioù[1].
Alies e vez al lec'hioù gant ur politikerezh "arabat touch"[2]. An No-pan kissa a zo e-giz ar c'hafedioù all (kissaten), kentoc'h eget lec'hioù reizhel. Met priz an diedoù pe ar boued a zo uheloc'h evit e kafedioù standart. A-raok krouidigezh ar stalioù-se e oa gisti a-vicher a veze kavet er sōpurando ha pinsaro. An No-pan kissa a oa brudet-mat dre ma oa aes evit ar maouezed yaouank gounit arc'hant hep bezañ rediet da zont da vezañ labourerezed ar reizh.
Goude bezañ bet niverus ha brudet er bloavezhioù 1970-1980 eo kroget o niver da ziskenn. E 1985 e oa bet lakaet tremen ul lezenn war ar gwallreuzioù reizhel dre welet. Ar bloavezh 1998 a oa bet ar gwashañ pa oa bet harzet un toullad servijerezed er pretioù-se goude gwallreuzioù breinadur a veze sinet pe lidet eno. Tost an holl No-pan kissa a zo aet da get a-benn bremañ hag erlec'hiet gant lec'hioù gasterezh klasel[3].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ No-pan kissa (No-panty cafes) (23 June 2006).
- ↑ Allison, Anne (1994). Nightwork: sexuality, pleasure, and corporate masculinity in a Tokyo hostess club. University of Chicago Press. 131–132 p. ISBN 0-226-01487-8.
- ↑ https://nihonomoshiroi.wordpress.com/places/no-pan-kissa-no-panty-cafes/