Mont d’an endalc’had

Niverenn C'hwec'h

Eus Wikipedia
Niverenn C'hwec'h
group of fictional characters, fictional gynoid, tudenn heuliad skinwel
Iskevrennad eusCylon Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anvet diwarNumber Six Kemmañ
Dezerc’herTricia Helfer Kemmañ
Present in workBattlestar Galactica (stirad skinwel 2004) Kemmañ
A denn da ved ar faltaziBattlestar Galactica universe Kemmañ
Frañchiz mediaBattlestar Galactica Kemmañ
Tricia Helfer a c'hoari Niverenn C'hwec'h

Niverenn C'hwec'h pe Number Six er yezh orin, zo ur familh tudennoù ijinet er stirad skinwel adwelet Battlestar Galactica deuet er-maez e 2004. C'hoariet eo gant an aktourez kanadian ha top model Tricia Helfer. Eus an daouzek Cylons anavezet ez eo hi ar c'hwec'hvet stumm eus ar "Significant Seven". Evel ar Cyloned all eus ar "Significant Seven" ez eus meur a stumm disheñvel d'ar patrom, gant Caprica-Six, Shelly Godfrey, Gina Inviere, Natalie Faust, Lida, ha Sonja. Bez eo ar Cylon nemetañ ha ne implij ket ul lesanv evit an holl stummoù anezhi.

Awenet eo bet hec'h anv gant Number Six, tudenn Patrick McGoohan er stirad skinwel The Prisoner.

Tresoù ha tro-spered

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niverenn 6 zo ur vaouez a implij ar garantez evit en em silañ e bed an dud. Bez e voe ar c'hentañ Cylon e stumm un den a voe tu da welet er stirad. Tost eo he spered hag he fromoù eus re Mab-Den. Ne ouier tost netra eus he buhez a-raok ar stirad. Gellout a ra pellgargañ he spered hag hec'h eñvorennoù en ur c'horf all ma vez lazhet, evel ar cyloned nevez all.