Nisos (mab Pandion)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nisos, mab da Bandion)
Mont da : merdeiñ, klask
Disambig colour.svg Evit sterioù all an anv Nisos, gwelit ar pennad Nisos.

Un engravadur eus ar XVIIvet kantved hag a ziskouez Skylla, merc'h Nisos, o sodiñ gant Minos, e enebour.

Nisos a oa unan eus pevar mab ar roue Pandion, roue Aten, ha d'e bried Pylia (anavezet ivez evel "Nisa"). Roue Megara e voe war-lerc'h e dad, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Teir merc'h en doa, Skylla, Ifinoe hag Eurynome.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vlevenn limestra en devoa, ha hervez an orakl eo outi e oa stag planedenn e rouantelezh.

Sot e oa e verc'h Skylla gant ar roue Minos, a oa oc'h ober seziz kêr. Ha hi da droc'hañ ar vlevenn d'he reiñ d'he dousig. Kemeret kêr gant Minos a reas fae war ar verc'h hag a stagas anezhi ouzh gwern e lestr.

E verc'h arall, Ifinoe, a zimezas d'un den anvet Megareüs, hag a oa mab d'an doue Poseidon, hag a roas e anv da Kêr-Vegara.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]