Nina Hoss

Eus Wikipedia
Nina Hoss e 2013

Nina Hoss, ganet d'ar 7 a viz Gouhere 1975, zo un aktourez c'hoariva ha filmoù alaman.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nina Hoss a zo ganet e Stuttgart, Alamagn Kornôg. He zad eo Willi Hoss, ur sindikalour ha politikour alaman (ezel eus ar Bundestag evit Die Grünen). Ar vamm, Heidemarie Rohweder, a oa un aktourez e C'hoariva Broadel Stuttgart ha goude-se renerez ar Württembergische Landesbühne Esslingen.

C'hoariet he deus er film Anonyma - Eine Frau in Berlin (2008).