Mont d’an endalc’had

Nikolai Fiodorovitch Makarov

Eus Wikipedia

Nikolai Fiodorovitch Makarov (rusianeg : Никола́й Фёдорович Мака́ров), ganet d’an 22 a viz Mae 1914 e Sasovo (Gouarnamant Tambov, Impalaeriezh Rusia) ha marvet d’an 13 a viz Mae 1988 e Toula (RSKS Rusia, URSS), a oa un ijinour soviedat brudet evit bezañ savet ar bistolenn Makarov, bet arm-dorn standart an Arme Ruz adalek 1951 hag implijet c’hoazh gant arme Rusia hiziv an deiz.

Ganet e voe Makarov e Sasovo, en ur familh labourerien an hent-houarn. E Skol-veur Mekanikerezh Toula e oa o studiañ pa voe aloubet URSS gant nerzhioù an Ahel e 1942. Kregiñ a reas neuze da labourat e uzin mekanikoù Zagorski, a voe dilec’hiet da oblast Kirov un tammig goude evit tec’hout dirak araokadennoù an arme alaman[1].

E 1944 e tistroas Makarov da Doula, hag er bloaz war-lerc’h e krogas da gemer perzh en ur genstrivadeg aozet evit kavout arm-dorn nevez an Arme Ruz. Ar bistolenn a savas, awenet gant ar Walther PP alaman, a c’hounezas, ha degemeret e voe en arme adalek 1951[2]. Kenderc’hel a reas Makarov da ijinañ armoù-tan e uzin Toula betek e retret e 1974. Sammañ a reas kiriegezhioù politikel war-lerc’h, betek e varv diwar un taol en e galon e 1988[1].

Ur bistolenn Makarov

Armoù ijinet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (ru) Макаров Николай Федорович (09.05.1914 - 13.05.1988), war lec'hienn Mirdi Armoù Toula (lennet d'an 10/03/2025)
  2. (en) POPENKER Maxim, Makarov PM/PMM, Modern Firearms (lennet d'an 10/03/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan