Nikol Pachinian
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Armenia |
| Anv e yezh-vamm an den | Նիկոլ Փաշինյան |
| Anv-bihan | Nikol |
| Anv-familh | Paschinjan |
| Deiziad ganedigezh | 1 Mez 1975 |
| Lec'h ganedigezh | Ijevan |
| Pried | Anna Hakobyan |
| Yezh vamm | armenieg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | armenieg, rusianeg, saozneg, galleg |
| Micher | politiker, kazetenner, skrivagner, stourmer |
| Implijer | Q20517511 |
| Bet war ar studi e | Yerevan State University |
| Affiliation string | Office of the Prime Minister of Armenia |
| Strollad politikel | My Step Alliance |
| Relijion pe kredenn | Armenian Apostolic Church |
| Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2019 |
| Prizioù resevet | Order of Pius IX, Order of the Golden Eagle |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.primeminister.am/ |
Nikol Pachinian (en armenieg : Նիկոլ Փաշինյան, /nikɔl pʰɑʃinˈjɑn/) zo ur c'hazetenner hag ur politikour armenian hag a oa bet ganet d'ar 1añ a viz Mezheven 1975 en Idjevan, e rannvro Tavush (en URSS da neuze). Ministr kentañ Republik Armenia eo abaoe an 8 a viz Mae 2018.
E skol-veur Yerevan eo bet war e studi, etre 1991 ha 1995, evit deskiñ ar c'hazetenniñ. Rak anavezet eo bet Nikol Pachinian evel kazetenner da gentañ, e penn ar journal Haykakan Jamanak. Sellet e veze outañ evel ur media eus an tu enep, abalamour ma veze kaoz ennañ eus ar pennoù politikel o doareoù brein : a-hed ar wech e veze taget gant Pachinian ar bolitikerien a reseve arc'hant e gaou hag ar re douget d'o beli betek re. Pennadoù flemmus a skrive ivez diwar-benn ar brezidanted, Robert Kotcharian da gentañ ha Serge Sarkissian war e lerc'h. Kentoc'h e veze harpet gantañ Levon Ter-Petrossian, a oa penn an tu enep en Armenia d'ar c'houlz-se. E 2008 e voe kaset Nikol Pachinian d'an toull : tamallet e oa dezhañ bezañ kemeret perzh e manifestadegoù taer goude an dilennadegoù prezidant. Tri bloaz e chomas bac'het, betek 2011.
Bloaz goude e voe dilennet er parlamant gant ar strollad K’aghak’atsiakan Paymanagir (da lavaret eo Kevrat Keodedel). Pa glaskas Sarkissian chom prezidant kousto-pe-gousto, e 2018, e kemeras Nikol Pachinian penn ar stourm. An « dispac'h voulouz » a vez graet eus al luskad-se, a redias ar prezidant da reiñ e zilez a-benn ar fin goude daou viziad manifestadegoù. D'an 8 a viz Mae 2018 e voe dilennet Nikol Pachinian da vinistr kentañ. Evit kaout harp an dud, a c'houlenne cheñch politikerien, e voe anvet un nebeud tud nevez gant Nikol Pachinian en e ouarnamant hag en e skipailh : tud deuet eus aozadurioù e-maez-gouarnamant koulz ha tud o doa bet ur roll bras en dispac'h. Evit kaout harp ar parlamant e kavas gwelloc'h Pachinian aozañ dilennadegoù nevez e miz Kerzu 2018 : kreñvaet e voe galloud ar ministr kentañ dre ma'z eas ar muiañ-niver gant e strollad KP.
E 2020 e voe reuz bras en Armenia abalamour d'ar brezel e Nagorno-Karabac'h (Arstakh en armenianeg). Goude ma voe pilet arme Armenianed Karabac'h e voe aloubet an darn vuiañ eus ar c'horn-bro gant Azerbaidjan. Evit lakaat harz d'an tennoù e voe sinet un emglev gant Nikol Pachinian, prezidant Azerbaidjan (Ilham Aliyev) hag hini Rusia (Vladimir Poutin). Ar gwalleur a voe tamallet da ouarnamant Pachinian gant an tu enep ha gant an tu broadelour en Armenia : dezho e oa an emglev un taol trubard da Armenianed Karabac'h. E 2021 e c'hounezas strollad Pachinian an dilennadegoù parlamant memes tra, daoust ma oa deuet ar ministr kentañ da vezañ brudet fall. E 2023 e voe kaset kuit an Armenianed diouzh Karabac'h gant Azerbaidjan : e-leizh a repuidi en em gavas en Armenia. Gant an eil gwalleur-se e teuas tenn-tenn ar jeu politikel en Armenia ha bras-bras ar bec'h war chouk Pachinian : rebechet e veze outañ plegañ dirak renad Bakou. Gouarnamant Pachinian, da-heul gwallreuz Karabac'h, a glaskas tamm-ha-tamm cheñch tu d'e grampouezhenn, ha tostaat da Unaniezh Europa e-lec'h fiziout e Rusia evel a-raok. E miz Eost 2025 e voe sinet un emglev peoc'h etre Armenia hag Azerbaidjan, gant Nikol Pachinian hag Ilham Aliyev, en Ti Gwenn e Washington. Ur wech ouzhpenn e voe flemmet dibab ar ministr kentañ gant an tu enep ha gant ar vroadelourien.