Niki de Saint Phalle
![]() |
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |

Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall, Suis, Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Niki de Saint Phalle ![]() |
Anv ganedigezh | Catherine Marie-Agnès Fal de Saint-Phalle ![]() |
Anv-bihan | Niki ![]() |
Deiziad ganedigezh | 29 Her 1930 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Neuilly-sur-Seine ![]() |
Deiziad ar marv | 21 Mae 2002 ![]() |
Lec'h ar marv | La Jolla ![]() |
Abeg ar marv | pulmonary emphysema ![]() |
Tad | André, Comte de Saint Phalle ![]() |
Mamm | Jeanne Jacqueline Marguerite Harper ![]() |
Pried | Harry Mathews, Jean Tinguely ![]() |
Bugel | Laura Duke Condominas, Philip Mathews ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Geographic affiliation of a Swiss national | Basel ![]() |
Tachenn labour | livouriezh, Kizellañ, Bravig ![]() |
Bet war ar studi e | Brearley School ![]() |
Lec'h labour | Pariz, Capalbio, Boston, La Jolla ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1951 ![]() |
Partner in business or sport | Sven Boltenstern ![]() |
Perzhiad e | Modern Artists' Jewels ![]() |
Luskad | Feminist art, Nouveau réalisme ![]() |
Ezel eus | Nouveau réalisme ![]() |
Tachenn | figurative art, public art ![]() |
Prizioù resevet | Praemium Imperiale ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://nikidesaintphalle.org ![]() |
Deskrivet en URL | https://www.nytimes.com/2002/05/23/arts/niki-de-saint-phalle-sculptor-is-dead-at-71.html ![]() |
Dileuriet gant | Artists Rights Society, Louisa Guinness Gallery, Galerie Sven ![]() |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right represented by CISAC-member ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library, College for Creative Studies Library, National Gallery of Art Library ![]() |
Catherine de Saint-Phalle, anavezet dindan an anv Niki de Saint Phalle, a oa un arzourez, livourez, engraverezh, kizellerez ha filmaozerez gall ha stadunanat, broadet suis. Ganet e oa e Neuilly-sur-Seine d’an 29 a viz Here 1930 ha marvet eo e La Jolla (kontelezh San Diego, Kalifornia) d’an 21 a viz Mae 2002.
Niki a voe da gentañ-pennun diskouezerez-c'hiz, da c’houde ur vamm, a-raok tañva d’an arz en un doare emren. Ne voe heuliet stummadur arzel ebet ganti, met eskemm a rae kalz gant e vistri ha gant arzourien all he mare. Awen eo bet gant meur à dinaoù, arz brut, arz marzel da skouer. Kroget he deus da livañ e 1952. E 1961, dont a ra da vezañ ezel eus strollad ar Nevez Realourien, evel Gérard Deschamps, César, Mimmo Rotella, Christo hag Yves Klein. Greweg Harry Mathews da gentañ, eurediñ a ra war-lec’h gant an arzour suis Jean Tinguely e 1971. Gantañ e radio kalz a c’hizelladurioù, pe war urzhiad, pe evit o blijadur nemeken. Asembles o deus krouet e Bro-C’hall fenteun Stravinsky war urziad ar Stad da Niki de Saint-Phalle, hag ar Cyclop, krouadur eus Jean, hep aotre sevel.
War bouez an Tennadennoù, kurioù o deus lakaet anezhi anavezet d’un doare etrevroadel er bloavezhioù 1960, Niki n’eus krouet un niver bras a kizelladurioù bras divent e-barzh park ar c’hizelladurioù. Un nebeut eus outo int bet krouet eus e ferzh he-unan evel re jardin an Tarots e Toskan, pe re ar Queen Califia’s Migical Circle e park KIt Carsone e kêr Escondido e Kalifornia.
Reoù all int bet urzhiet gant stadoù pe strollegezh lec’hel. E Jerusalem, ar c’humun a c’houlenn dezhi e 1971 un euzvil evit ar vugale, ar Golem, dioueliet ur vloaz war-lec’h, e 1972 e-barzh park Rabinovitch, a zoug bremañ anv bihan The Monster Park. E 1994, ar Jerusalem Foundation a goulenn dezhi un eil kizelladur evit ar Zoo biblek. Niki a radio neuze kizelladurioù loened, anvet Arc’h Noe, echuet ganti e 1998. E 1987, François Mitterand a urzh dezhi ha d’he gwaz feunetun Château-Chinon.
An arzourez n’eus buhan a-walc’h tizet aked ar mediaoù warni ha he gwaz Jean Tinguely. Istorourien an arz, evel Camille Morineau, Pontus Hultén pe Amelia Jones, o deus tenet eus Niki e oberennoù kreñv, bras divent hag e herded. Niki n’eus leusket war e lec’h un oberenn divuzul, hag he deus profet ur bern re, dreist holl d’ar Sprengel Museum Hannover ha da mirdi an Arz Modern hag Arz a-vremañ eus Nice.
Difennet he deus hil he gwaz o labourat war digoradur mirdi Tinguely e Bâle.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mamm Niki a oa amerikan, Jeanne Jacqueline Harper, hag he zad a oa gall, André-Marie de Saint-Phalle (1906-1967), hag a zo bet renner e-pad ur mare eus Saint-Phalle & Co.. André-Marie a oa heñv mab ar soudard Pierre de Saint-Phalle (1859-1937), hag eus Catherine Virginie Frédérique de Chabannes La Palice (1865-1942). Niki a oa an eil bugel eus ur familh gant 5 bugel. Fiziet eo bet teir bloavezh-pad d’e gerent-kozh o vevañ war ar maez e Nièvre, tost eus Saint-Benin-d’Azy. Desevel a ra war-lec’h e New-York ha dimez a ra da 18 bloaz gant ar barzher Harry Mathews, ur mignon dezhi abaoe e vugaleaj. Un eured keodedel eo da gentañ penn, hag en iliz gall eus New-York benn ar fin, war goulenn o gerent.
E pad pell e va douget ganti ur sekred pounner. Gwallet eo bet gant he zad da 11 vloaz. Gortoz a radio e 64 vloaz evit diskuilhañ arvest e zad, e 1994 en he levr Va sekred.
Labour a ra da gentañ evel manikin, evit Vogue, Life hag Elle, kalonekaet gant al livour Hugh Weiss, pozañ ivez evit bruderez, da skouer evit ar saver autoioù Simca, evit petra e vo luc’hskeudennet gant Robert Doisneau e viz eost 1952.
E 1953, gouzañv a raio ur boan-spered kreñv. Pareet e vo neuze en ospital psikatrek, met ar stroñsoù tredan a resevo enno a ziwasko e memor.
“Kroget e m’eus da livañ e ti ar re sot… Dizoloet e m’eus aze aergelc’h teñval ar follentez hag e pare, desket e m’eus aze treiñ va santadurioù, va aonioù, ar feulster, ar spi hag al levenez.”
Kregiñ a ra neuze e remzad evel arzourezh. Tro 1955 e za da veajiñ e Bro Spagn gant he gwaz ha e zizolo jardin Gaudi. E Baris e gav e awen e miridi an arz modern hag e ra anaoudegez gant Jean Tinguely, gant piv e zimezo e 1971 gant bezañ bet dizimezet eus Harry.
An tennadennoù a zo c’hurioù lec’h ma vez tennet gant ur karabin war godelloù livaj, a-benn lakaat anezhi da sklabodiñ war taolennoù lakaet asambles. An oberennoù-se a lako anezhi da vezañ anavezet d’un doare etrevroadel adalek 1961. Gouestlañ a ra alies e tennadennoù da arzourien all hag a gemeront perzh o-unan. An enoradennoù-se a zegas d’ur c’hur stroll souezus e kannati ar Stadoù-Unanet e Paris d’an 20 a viz even 1960. D’ar c’hur se e oa Robert Rauschenberg oc’h ober unan eus e Combine painting, pa oa e memes koulz David Tudor o c’hoari piano kein ouzh ar arvesterien, Tinguely o ginnig ur mekanik strip-tease, ha Niki de Saint Phalle o aozañ un daolenn-pall, gant Jasper Johns o ouzhpennañ bleunioù warnañ.
D’ar mare-se, Niki a zeuas kenstag ouzh strollad ar Realist Nevez, o kemer perzh d’ar ziskouezadeg aozet gant Pierre Restany “40 derez a-us da Dada”, mestroniet gant e grweg Jeannine de Goldschmidt. Eus gouere betek gwengolo 1961 emañ Niki e “Gouel-meur ar Realist Nevez” er mirdi Muratore e Nice, aozet c’hoazh gant Restany. Tap a ra perzh goude-se e diskouezadeg “ar Realism Nevez e Pariz hag e New-York”, aozet e Baris, c’hoazh hag adarre gant Restany, e mirdi ar riblenn dehoù. Krouiñ a ra eks-votoioù, hag an Nana, mec’hed bras a ront, leun a livioù, savet e paper chaoked ha polyester.
E oberennoù bet graet war-lec’h a zo ar feunteun Stravinsky e Pariz etre iliz sant-Merri hag ar greizenn Pompidou, jardin an Tarots e Capalbio (Toscane), pe an taolennoù skiriet, da biv en deus roet anv meta-Tinguely d’an tri re gentañ evit enoriñ e gwaz. E oberenn divent diwezhañ a zo en ur park kizelladur e Kalifornia, ar Queen Califia’s Migacal Circle.
Ervez e merc’h vihan, Bloum Cardenas, Niki ha Jean o deus atav komzet asambles eus o marv ha petra c’hoarvezfe eus o oberennoù ma vervent :
« Adskriv a reent bepred o testamant, hag ar munudoù a vefe ret d’an hini bev c’hoazh d’ober evit egile a vefe marv. Daoust ma oa ur yec’hed bresk gant Niki, kustum e oa Jean lavar : « Douaret e vimp asamble », o ouzpenañ e yelo diwar-well e oberenn gantañ. Ar farsadenn-se, hag ar fed e vefe heñ marv a-raok he, n’eus roet da Niki ar spi hag an nerzh evit difenn digoradur ar mirdi Tinguely e Bâle. »
E 1992, krouiñ a ra Wezenn an naer, diskouezet e porzh mirdi an Arzoù-kaer Angers. E 1994 e yec’hed a redio anezhi da vont e La Jolla e Kalifornia, hag he stalio e atalier du-mañ, evit gallout sevel kalzig a kizelladurioù, ha nebeutoc’h nebeutañ a livadurioù. Chom a raio Niki aze betek mervel. An arzourez a gouzañv kudennoù analiñ abaoe fin ar bloavezhioù 1970, blamm d’ar boultrenn polyester implijet evit sevel e c’hizelladurioù, hag eus polyarthrite rhumatoïde abaoe ar bloavezioù 1980.
Mervel a ra d’an 21 a viz mae 2002 e ospital San Diego.
Engouestladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niki a oa englouestet e-barzh meur a stourm : hini an dud du afrikan, hini ar benevelouriezh, hag hini an dud klañv gant ar SIDA. Englouestet e oa er gevredigezh AIDES hag he deus savet gant e mab ur film war ar sujed.