Nijadenn egorel
| Iskevrennad eus | nij |
|---|---|
| Arvez | space mission, aerospace |
| Studiet gant | astrosociology |
| Pleustret gant | Astraer, taikonaut, cosmonaut, starship pilot, astronaut |
Nijadenn egorel a vez graet e bed an ijinerezh aeregorel eus ar fed da lakaat objedoù da nijal, an aliesañ egorlistri, en pe dre an egor, gant pe hep tud war vourzh. An darn eus an nijadennoù egorel a zo didud hag an egorlistri a vez loarelloù e kelc'htro an Douar, met bez ez eus ivez eus sontennoù egorel gant nijoù pelloc'h diouzh kelc'htro an Douar. An nijadennoù-se a vez sturiet pe dre pellroboterezh pe en un doare emren. Ar c'hentañ nijadennoù egorel a oa kroget er bloavezhioù 1950 gant lañs ar program soviedel loarelloù Spoutnik hag ar re stadunanat Explorer ha Vanguard. E-touez ar steuñvioù nijadenn gant tud ez eus bet Soyouz, Shenzhou, ar steuñvioù mont war al loar Apollo ha steuñvioù egorvulzunoù. Bez ez eus ivez nijadennoù egorel evit tizhout an Egorlec'h etrebroadel hag an Egorlec'h Tiangong evit Sina.