Nicolás Maduro

Eus Wikipedia
Nicolás Maduro e 2016

Nicolás Maduro Moros, ganet d'an 23 a viz Du 1962, zo ur politikour venezuelan ha 46vet prezidant ar vro abaoe 2013. Bet e oa Ministr an aferioù diavaez etre 2006 ha 2013 ha besprezidant Venezuela etre 2012 ha 2013, dindan Hugo Chávez. Adalek 2014 ez eo lakaet diaes gant manifestadegoù lies ha niverus a-enep dezhañ hag ar chavelezh. Emsavadeg pobl 2017 he deus lakaet war-wel anat un troc'h er gevredigezh etre ar chavisted harpet gant al lu en un tu hag ul lodenn brasoc'h-brasañ eus ar gevredigezh o c'houlenn kemmoù politikel hag ekonomikel buan e-pad m'emañ ar vro o vont war rivin. En holl ez eus bet lazhet 163 den e-pad ar manifestadegoù e 2019.