Nguyễn Ngọc Trường Sơn

Eus Wikipedia
Nguyễn Ngọc Trường Sơn

Nguyễn Ngọc Trường Sơn a zo bet ganet d'an 3 a viz C'hwevrer 1990 e Rach Soi, Rach Gia, Proviñs Kien Giang, Viêt Nam.

Mestrc'hoarier echedoù vietnamat eo.

Mestr Meur Etrebroadel eo, an hini yaouankañ eus Viêt Nam, an eil hini yaouankañ ag ar bed.

Desket e voe an echedoù gantañ p'edo tri bloaz. Ar vedalenn aour a dapas e kampionad bedel ar c'hoarierion dindan 10 vloaz e 2000.

E miz Here 2006, e renk Elo (FIDE) a oa 2534; 3de c'hoarier eo e Viêt Nam.

War-raok atav[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1999: Medalenn arem, kampionad Azia dindan 10 vloaz ;
  • 2000: Medalenn Aour, kampionad Azia dindan 10 vloaz, Medalenn Aour, kampionad bedel dindan 10 vloaz, Eilvet Atlet Bloaz a Viêt Nam;
  • 2001: Medalenn Aour, kampionad Azia dindan 12 vloaz;
  • 2002: (Gwengolo) Mestr Etrebroadel;
  • 2004: (Kerzu) Mestr Meur Etrebroade, Kentañ Atlet Bloaz a Viêt Nam;
  • 2005: (Kerzu) Kampion Hiniennel Partiennoù Buan ha Boutin e C'hoarioù Gevred Azia er Filipinez;
  • 2006: (Eost) 7vet plas en "Open" Malaysia 2006.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]