New Hollywood
| Iskevrennad eus | New Wave film |
|---|---|
| Arvez | sinema Stadoù-Unanet Amerika |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Deiziad kregiñ | 1960s |
| Deiziad echuiñ | 1980s |
New Hollywood (brezhoneg: Hollywood Nevez), Hollywood Renaissance (Adc'hanedigezh Hollywood), pe American New Wave (Gwagenn nevez stadunanat), a oa bet ul luskad en istor ar filmoù stadunanat hag a oa padet eus ar bloavezhioù 1960 betek ar bloavezhioù 1980. Ur remziad filmaozerien nevez-erruet a oa bet e penn al luskad. Levezonet o doa ar seurtoù filmoù produet, an doare d'o sevel ha d'o brudañ, hag ar mod da vont dezhi gant ar studioioù[1]. E filmoù New Hollywood, ar filmaozerien zo e-kreiz danevelliñ an istor, muioc'h evit ar studioioù.
Termenadur" New Hollywood" zo kemm-digemm, liammet ouzh an oberour, lod anezho a embann ez eo ul luskad, lod all ez eo ur marevezh eus ar sinema stadunanat. Diwar-benn padelezh ar marevezh ez eus dizemglev ivez, kenkoulz ha diwar-benn unvander al luskad/marevezh. Evit lod arbennigourien evel Thomas Schatz, New Hollywood a oa bet meur a luskad ha n'eo ket unan nemetken. Ar filmoù savet gant al luskad zo reoù a vez merzet dre an doare da zanevelliñ hag a oa disheñvel diouzh an normoù klasel. Gant sistem ar studioioù o vont war wanaat ha kresk bras ar skinwel, e oa disteraet berzh kenwerzhel ar filmoù.