Mont d’an endalc’had

Neville William Cayley

Eus Wikipedia
Neville W. Cayley e-tro 1936
Plankenn gentañ What Bird is That?

Neville William Cayley (18861950) a oa ur skrivagner, ul livour hag un evnoniour aostralian. Gantañ e voe savet e 1931 ar c'hentañ sturlevr diwar-benn laboused Aostralia, What Bird is That? ("Petra eo al labous-se ?"), a voe lakaet d'al levr gwerzhet ar muiañ en Aostralia e 1960, hag a zo c'hoazh un dave klasel hiziv an deiz.

E Yamba, New South Wales, e voe ganet Neville W. Cayley e miz Genver 1886, mab d'al livour hag evnoniour saoz Neville Henry Peniston Caley (1854-1903 ; Cayley en e sinadur, peogwir en devoa kemmet skrivadur e anv pan oa erru en Aostralia) ha Lois Emmeline Gregory.

E kreiz ar bloavezhioù 1890 e tilojas an tiegezh da Sydney, ma studias Neville William al livouriezh ha ma voe un ezel ouzh Cronulla Surf Life Saving Club, ur gevredigezh bet diazezet e 1907 evit sikour an dud a oa en arvar er mor.

E 1918 e voe embannet oberenn gentañ Neville W. Cayley, Our Birds ("Hon evned"). E 1926 e teuas Our Flowers ("Hor bleunioù") ha The Tale of Bluey Wren ("Istor Bluey an dreolan") a-zindan ar wask. E-tro 1925 ivez e krogas an arzour da dresañ vioù evned evit an Australian Encyclopaedia.

Er bloaz 1931 e voe embannet e bennoberenn hollvrudet What Bird is That?, gant plankennoù o tiskouez livadurioù eus kement spesad deskrivet ; kentoc'h eget sevel ul levr evit an arbennigourien e tibabas N. W. Cayley ober unan evit an deraouidi, gant evned renket dre o annezva evit ma vefent aesoc'h da gavout, ha titouroù a-zivout o dasparzh, o doareoù da vevañ ha da ouenniñ. Ur patrom e voe What Bird is That? evit an holl levrioù a zeuas er-maez diwezhatoc'h a-zivout an danvez en Aostralia, ha betek ar bloavezhioù 1960 e voe ar sturlevr evnoniezh poblek nemetañ a c'helled prenañ. D'un oberenn glasel e troas al levr, a vez adembannet bep ar mare betek hon amzer.

A-c'houde ar bezh bras a voe graet gant e sturlevr ec'h embannas an evniour meur a levr all diwar-benn laboused e vro, koulz ha livadurioù evit What Butterfly is That? ("Petra eo ar valafenn-se ?", 1932) hag evit Furred Animals of Australia ("Loened feurek Aostralia", 1941) ; amprevaned a dresas ivez.

An dourliverezh e oa teknik muiañ-karet an arzour, a ouie kempouezañ ar gouloù hag ar skeudoù en e skeudennoù. Alies e kemere skouer diwar al laboused a oa war ziskouez en Australian Museum, ha war kein pep plankenn e skrive anv resis ar spesad en devoa taolennet[1]. En un doare reoliek e veze embannet e daolennoù gant ar Royal Australasian Ornithologists Union (RAOU)[2] en trimizieg Emu – Austral Ornithology[3]. Evit ar sizhunieg The Sydney Mail e skrive pennadoù a-zivout laboused[4].

Meur a diskouezadeg a voe aozet en e enor, hag unan eus e oberennoù a voe profet e 1932 d'ar roue George V[5].

A-hed e respet — adalek 1918 betek e dremenvan — e labouras Neville W. Cayley evit ur mell levr ma vefe livadurioù o tiskouez pluñv ha vioù an holl spesadoù hag ispesadoù evned a anavezed en Aostralia d'e vare. Diechu e oa ar raktres pa varvas, ha kollet e voe e blankennoù a-zivout ar vioù. E 1984 e voe adkemeret ar raktres gant an evniour saoz Terence R. Lindsey, a lakaas taolennoù N. W. Cayley en en adembannadur eus What Bird is That? er bloaz 2000.

Platycercus eximius, kartenn-bost, e-tro 1903

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ouzhpenn da skrivañ ha skeudennaouiñ levrioù e kendalc'has Neville W. Cayley gant an evnoniezh. Goude bout bet ezel ouzh ar Royal Zoological Society of New South Wales e voe dilennet da gadoriad ar gevredigezh (1932-1933). Kadoriad ar RAOU e voe ivez e 19361937. Adalek 1937 betek 1948 e voe unan eus leuriaded ar Royal National Park er Su da Sydney.

E-pad pell e voe e darempred gant ar Gould League of Bird Lovers of New South Wales, ma voe degemeret evel Ezel a Enor e 1935 ha betek e dremenvan. Gant an aozadur e voe embannet un niver bras eus e livadurioù, ha laboused bet treset gantañ a voe moullet war tremen daou vilion a gartennoù-ezel.

E koun e dad e stalias N. W. Cayley e Skol-veur Sydney ur rann hag ur yalc'had evit studiañ armerzh an evnoniezh (Economic Ornithology), da lavaret eo roll armerzhel al laboused er gounezerezh — kent ijinadenn an diastuzerioù greantel e oa kement-se[6] — a oa meret gant ar Gould League hag arc'hantet gant brientalioù What Bird is That?. Diwezhatoc'h e voe astennet ar yalc'had d'an dud diplomet e forzh pe skol-veur en Aostralia, gant ma vefent mennet da gemer perzh er studiañ ar vuhez en natur pe e mererezh aozadurioù liammet ouzh an evned. Betek ar bloaz 2010 e padas.

Ouzhpenn da gement-se holl, Neville W. Cayley a voe ezel ouzh an aozadurioù Cronulla Surf Life Saving Club, Surf Life Saving Association of Australia ha Royal Life Saving Society[5].

Div wezh e timezas an arzour, daou vab en devoe gant e zimez kentañ. Kenderc'hel da labourat a eure betek 1947, pa oa 61 vloaz ; da neuze e voe ret dezhañ paouez da livañ rak klañv e oa e lounezhi hag e galon.

D'ar 17 a viz Meurzh 1950 e varvas en Avalon Beach e bannlev Sydney, d'an oad a 64 bloaz[7]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Cayley, Neville W.. What Bird is That? A Guide to the Birds of Australia. Sydney : Angus & Robertson, 1931 (ISBN 978-0-207-12431-0)
  • (en) Cayley, Neville W.. What Bird is That? – Revised and updated by Terence R. Lindsey. London : Redwood, 2000 (ISBN 978-1-86515-130-4)
  1. (en) Boles, Walter. (2010). Bird Illustrator @ Australian Museum. Kavet : 11 Gen 25.
  2. Kendeuzet eo bet ar RAOU gant Birdlife Australia.
  3. (en) Robin, Libby. The Flight of the Emu – A Hundred Years of Australian Ornithology 1901-2001. Carlton : Melbourne University Press, 2002 (ISBN 978-0-522-84987-5)
  4. Encyclopedia of Australian Science.
  5. 5,0 ha5,1 (en) Chisholm, A.H. (1979). Cayley, Neville William (1886-1950) @ Australian Dictionary of Biography. Kavet : 11 Gen 25.
  6. (en) Francis, Robert. Economic Ornithology @ Bird History, 10/01/2024. Kavet : 11 Gen 25.
  7. (en) N. W. Cayley Dead @ Sydney Morning Herald, 18/03/1950. Kavet : 11 Gen 25.