Neveznaziegezh
Iskevrennad eus | Naziegezh ![]() |
---|---|
Den heverk | Hans-Ulrich Rudel, George Lincoln Rockwell, Francis Parker Yockey ![]() |
Luskad politikel | tu dehoù pellañ ![]() |
Pleustret gant | neo-Nazi ![]() |
Neveznaziegezh a vez graet eus an holl stourmerien, aozadurioù pe strolladoù politikel bet savet abaoe fin an Eil Brezel-bed hag a glask lakaat advevañ pe adstaliañ an ideologiezh nazi. An neveznazied a implij o ideologiezh evit broudañ ar gasoni hag an dreistelezh ouennel (an dreistelezh wenn alies), evit tagañ strolladoù pe minorelezhioù gouennel pe etnek (a-enep ar Yuzevien hag a-enep an dud du da skouer). E degouezhioù zo e klaskont sevel ur Stad faskour[1][2].
An neveznaziegezh a zo lies-tre, gant aozadurioù ha luskadoù e kalz broioù ha liammoù etrebroadel dre rouedadoù. Adkemer a ra ul lodenn eus mennadoù an naziegezh, evel an enepyuzevegezh, an dreistbroadelouriezh, ar ouennelouriezh, an estrengasoni, an enebiezh an dud ampechet, an homofobiezh, an enepkomunouriezh, hag ar c'hoant da grouiñ ur "Pevare Reich". Nac'hañ al Loskaberzh a zo un talvoud boutin er c'helc'hiadoù neveznazi.
Implijet e vez alies gant an neveznazied arouezioù nazi, hag embann a reont o azeul evit Adolf Hitler ha pennoù bras an Trede Reich hag e genlabourerien. E lod eus broioù Europa pe Amerika latin ez eus lezennoù hag a sav a-enep embann soñjoù nazi, gouennelour, enepyuzev, pe enep heñvelreizhidi. Berzet eo an arouezioù nazi pe ar re tost dezho e darn eus broioù Europa (dreist-holl Alamagn) evit klask talañ ouzh emled an neveznaziegezh[3].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gay, Kathlyn (1997) Neo-Nazis: A Growing Threat. Enslow. p. 114. Patrom:Isbn. Quote: "Neo-Nazis ... use fear and violence in their efforts to destroy minorities. Their goal is to establish a "superior" society."(emphasis added)
- ↑ Staff (ndg) "Ideologies: Neo Nazi" Patrom:Webarchive Southern Poverty Law Center. Quote: "While some neo-Nazi groups emphasize simple hatred, others are more focused on the revolutionary creation of a fascist political state." (emphasis added)
- ↑ * Werner Bergmann (1997). Anti-Semitism in Germany: The Post-Nazi Epoch Since 1945. Transaction Publishers. 91 p. ISBN 978-1-56000-270-3. OCLC 35318351. “In contrast to today, in which rigid authoritarianism and neo-Nazism are characteristic of marginal groups, open or latent leanings toward Nazi ideology in the 1940s and 1950s”
- Martin Polley (2000). A–Z of Modern Europe Since 1789. Routledge. 103 p. ISBN 978-0-415-18597-4. OCLC 49569961. “Neo-Nazism, drawing heavily both on the ideology and aesthetics of the NSDAP, emerged in many parts of Europe and elsewhere in the economic crises of the 1970s, and has continued to influence a number of small political groups.”
- Neo-Nazism. ApologeticsIndex (2005-12-16). “The term Neo-Nazism refers to any social, political and/or (quasi) religious movement seeking to revive Nazism. Neo-Nazi groups are racist hate groups that pattern themselves after Hitler's philosophies. Examples include: Aryan Nations, National Alliance”