Neue Künstlervereinigung München

Eus Wikipedia

Neue Künstlervereinigung München (NKVM), (alamaneg a dalvez : Kevredigezh nevez arzourien München) a oa ur gevredigezh arzourien bodet tro-dro da Vassily Kandinsky. Krouet e voe e München e 1909. Diwarni e vo krouet Der Blaue Reiter.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe NKVM gant Vassily Kandinsky, Alexej von Jawlensky, Marianne von Werefkin, Gabriele Münter, Adolf Erbslöh hag Alexander Kanoldt. An holl anezho a oa o studiañ an arzoù e München. Teir diskouezadeg a voe aozet gant ar strollad e 1909, 1910 ha 1911 :

  • diskouezadeg kentañ : oberennoù krouerien ar gevredigezh hag arzourien pedet ganto
  • eil diskouezadeg : digoret da arzourien c'hall pe rusian evel Pablo Picasso ha Georges Braque.
  • trede diskouezadeg : hini ebet pe dost eus ar o doa diskouezet o oberennoù en div ziskouezadeg kentañ, dreist-holl tud Der Blaue Reiter hag o doa aozet o diskouezadeg dezho er memes lec'h, peogwir e oa savet bec'h etre izili NKVM.[1]

Diskouezadeg kentañ : "Turnus 1909-1910"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E katalog an diskouezadeg kentañ e kaver 128 oberenn gant 16 arzour : Paul Baum, Wladimir von Bechtejeff, Erma Bossi, Dresler, Eckert, Erbslöh, Pierre Girieud, Hofer, Jawlensky, Kandinsky, Kanoldt, Kogan, Alfreds Kubin, Münter, Pohle, Werefkin, hag ivez 14 skeudenn ha listenn priz an oberennoù[2]. Kroget e voe e München, hag goude-se e nav c'hêr all :

Dre vras e vo degemeret fall gant ar gazetennerien.

Eil diskouezadeg : "Turnus 1910-1911"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hatalog ez eus 115 oberenn gant 29 arzour : Bechtejew, Bossi, Braque, Derain, Kees van Dongen, Durio, Erbslöh, Le Fauconnier, Girieud, Haller, Hoetger, Jawlensky, von Kahler, Kandinsky, Kanoldt, Kogan, Kubin, Alexander Mogilewski, Münter, Nieder, Picasso, Rouault, Scharff, de Vlaminck, Werefkin, David Burljuk, Wladimir Burljuk, Denissoff, Soudbinine, hag ivez ugent skeudenn ha div bajennad bruderezh[4]. Kregiñ a reas d'ar 1añ a viz Gwengolo 1910 e Moderne Galerie München, ha goude-se e eizh kêr all :

Trede diskouezadeg : "Turnus 1911-1912"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En trede diskouezadeg e voe kinniget 58 livadur gant 8 arzour : Erma Barrera-Bossi, Wladimir von Bechtejeff, Adolf Erbslöh, Pierre Girieud, Alexej von Jawlensky, Alexander Kanoldt, Mossey Kogan ha Marianne von Werefkin, hag 8 skeudenn – unan gant pep hini anezho[5]. Kregiñ a reas d'an 18 a viz Kerzu 1911 e Moderne Galerie München. Eizh pe nav lec'h all a oa bet raktreset, met soñjal a reer e chomas a-sav goude an eil hini.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E diskouezadeg Der Blaue Reiter e voe kinniget 49 oberenn gant Henri Rousseau, Albert Bloch, David Burljuk, Wladimir Burljuk, Heinrich Campendonk, Robert Delaunay, Elisabeth Epstein, Eugen von Kahler, Vassily Kandinsky, August Macke, Franz Marc, Gabriele Münter, Jean Bloé Niestlé hag Arnold Schönberg.
  2. e-barzh : Hoberg & Friedel (1999), pp. 356-357
  3. 3,0 3,1 ha3,2 See Hoberg & Friedel (1999), pp. 366
  4. e-barzh : Hoberg & Friedel (1999), pp. 358-362
  5. e-barzh : Hoberg & Friedel (1999), pp. 362-363.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hoberg, Annegret, & Friedel, Helmut (ed.): Der Blaue Reiter und das Neue Bild, 1909-1912, Prestel, München, London & New York, 199,9 ISBN 3-7913-2065-3
  • Das Neue Bild, embannet gant NKVM e 1911 [1]