Neue Deutsche Welle
Neue Deutsche Welle (Gwagenn nevez alaman, alies berraet e NDW) a oa ul luskad sonerezh alaman diazezet war ar sonerezh punk ha new wave[1]. An droienn "Neue Deutsche Welle" a voe krouet gant ar c'hazetenner Alfred Hilsberg, en e bennad "Neue Deutsche Welle — Aus grauer Städte Mauern" bet embannet er gelaouenn alaman Sounds e 1979.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div lodenn a ya d'ober istor Neue Deutsche Welle. Eus ar penn-kentañ betek 1981 e voe dreist-holl ul luskad underground levezonet gant ar sonerezh punk ha new wave breizhveuriat. Buan e kemmas hag e teuas da vezañ dibar, diazezet peurliesañ war luskoù ha sonioù an alamaneg. NDW a ziwanas d'ar mare-se e Berlin, Düsseldorf, Hamburg, Hannover ha Hagen hag ivez e rannvro Frankfurt Rhein-Main, Limburg an der Lahn ha Vienna (Aostria).
E-tro 1980 e voe merzet al luskad gant pennoù an embregerezhioù embann pladennoù. Met klask a rejont sevel strolladoù nevez a-benn gwerzhañ pladennoù, e-lec'h brudañ ar strolladoù a oa anezho c'hoazh. Krouet e voe neuze strolladoù a voe brudet gant ur ganaouenn hag a voe disoñjet ken buan all. Lakaet e voe an dikedenn NDW war kement strollad pe soner a gane en alamaneg, memes ma n'o doa tamm liamm ebet gant al luskad. Buan ez eas al luskad da netra neuze, hag echu e vo e-tro 1983-1984.
Addizoloet e voe al luskad e 2003 pa voe embannet an dastumad "New Deutsch" gant DJ Hell[2]. Gwelet e vez NDW evel unan eus al luskadoù a gasas goude d'an dañs-punk, EBM hag electroclash.
Er bloavezhioù 2000 e voe implijet an droienn en-dro gant tud an ti-embann pladennoù hip-hop Aggro Berlin da envel ul luskad hip-hop alaman nevez. Lakaat a rejont embann ar bladenn Neue Deutsche Welle e 2005.
Strolladoù hag arzourien vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Underground
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1.Futurologischer Congress
- Abwärts
- Andreas Dorau
- Andy Giorbino
- Daälbers
- Die Klopferbande
- Die Unbekannten
- Deutsch Amerikanische Freundschaft / DAF
- Fehlfarben
- FSK
- Grosse Freiheit
- Grauzone
- Ja Ja Ja
- KeinMenscH!
- Kosmonautentraum
- Liaisons Dangereuses
- Malaria!
- Male
- Mittagspause
- Palais Schaumburg
- Der Plan
- Pyrolator
- Saal 2
- Stahlnetz
- S.Y.P.H.
- Sprung Aus Den Wolken
- Die Tödliche Doris
- The Wirtschaftswunder
- Die Zimmermänner
- Xmal Deutschland
Notenn : daoust ma reer e underground eus ar strolladoù-se e reas berzh ul lodenn vras anezho
Luskad pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alphaville
- Andreas Dorau
- Combo Colossale
- D.E.F.
- DÖF ("Deutsch-österreichisches Feingefühl": Joesi Prokopetz, Manfred Tauchen, Annette Humpe)
- Extrabreit
- Falco
- Felix De Luxe
- Foyer des arts
- Fräulein Menke
- Gänsehaut
- Ideal
- Insisters
- Ixi
- Geier Sturzflug
- Grauzone
- Hubert Kah
- Jawoll
- Joachim Witt
- KIZ
- Klaus Nomi
- Kraftwerk
- Modern Talking
- Nena
- Neue Heimat
- Nichts
- Nickerbocker & Biene
- Nina Hagen
- Paso Doble
- Peter Schilling
- Relax
- Spider Murphy Gang
- Spliff
- Steinwolke
- Trio, a gave gwelloc'h ober gant Neue Deutsche Fröhlichkeit
- UKW
- United Balls
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Nancy Kilpatrick, The Goth Bible: A Compendium for the Darkly Inclined, New York: St. Martin's Griffin, 2004, pennad 5, "Music of the Macabre," p. 84.
- ↑ Laurence Phelan, The Independent, 31 a viz Eost 2003