Nerzhioù disrannour rusian en Ukraina

| Deiziad krouiñ | Meurzh 2014 |
|---|---|
| Ideologiezh politikel | broadelouriezh rusian, disrannouriezh |
| Erlec'hiañ a ra | Q56356060 |
| Operating area | Donbas |
An nerzhioù disrannour rusian en Ukraina, anvet da gentañ ha ganto Bezenoù Pobl, a oa strolladoù armet e Republik Pobl Donetsk (DPR) ha Republik Pobl Louhansk (LPR), harpet ha dafaret gant Kevredad Rusia.
Oberiant e oant e rannvro Donbas e reter Ukraina. An darn vrasañ eus an nerzhioù stourm-se a aoa renet war-eeun gant Rusia a-fed palioù milourel[1]. Nerzhioù rusian tredeog a veze graet anezho ivez[2][3].
Oberiant e oant bet e-kerzh Brezel an Donbas (2014–2022), kentañ lodenn ar brezel etre Ukraina ha Rusia. Harpet gant nerzhioù lu Rusia, stourmet o devoa a-enep nerzhioù lu Ukraina e-kerzh aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022. E miz Gwengolo 2022, goude o stagadur ouzh Rusia, an DPR hag LPR a oa kroget da vezañ kendeuzet o nerzhioù stourm damsoudardel en nerzhioù lu gwirion. Lakaet e oant bet war listenn ar strolladoù sponterien gant gouarnamant Ukraina[4].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Report MH17 – Report – Public Prosecution Service, Ministerie van Justitie, 08/02/2023. Kavet : 11/03/2025.
- ↑ (en) Galeotti, Mark : Armies of Russia's War in Ukraine, Bloomsbury Publishing, pp. 16–19, 65 (ISBN 9781472833440)
- ↑ (en) Half Russian separatist force dead or wounded – UK, BBC News, 22/06/2022. Kavet : 11/03/2025.
- ↑ (en) Rosenburg, Steven, Ukraine crisis: Donetsk rebel leaders still talking tough, BBC, 05/06/2014. Kavet : 11/03/2025.