Mont d’an endalc’had

Nerzhioù armet Soudan

Eus Wikipedia
Nerzhioù lu Soudan
nerzhioù lu
Deiziad krouiñ1990 Kemmañ
Anv er yezh orinSudanese Armed Forces, القوات المسلحة السودانية Kemmañ
Brezeltrede brezel diabarzh Soudan Kemmañ
BroSoudan Kemmañ
Sez sokialC'hartoum Kemmañ

Nerzhioù lu Soudan (arabeg: القوات المسلحة السودانية, Al-Quwwat al-Musallaha as-Sudaniyah) eo anv nerzhioù lu Republik Soudan. Istimet e vez e oa un hollad 109 300 soudard e 2011 (gant an IISS), 200 000 dres a-raok ma darzhfe brezel diabarzh soudan e 2023 (hervez ar CIA),[1] ha 300 000 soudard e 2024 (hervez Al Jazeera).[2][3]

E 2016–2017, damsoudarded an Nerzhioù harpañ bliv (NHB) a oa savet gant 40 000 ezel o kemer perzh e brezel diabarzh Yemen (10 000 anezho a oa distroet d'ar Soudan e miz Here 2019). E 2025, nerzhioù lu ar vro hag an Nerzhioù harpañ bliv a zo o stourm enebet en ur brezel diabarzh gwadus.[4]

Orinoù lu Soudan a zo da gavout er c'hwec'h batailhon soudarded du eus su Soudan hag a oa bet enluet gant ar Saozon e-kerzh adc'hounit Soudan e 1898. Soudan a oa deuet da vezañ ent ofisiel ar Soudan Saoz-Egiptat e 1899. An ofiser saoz uhelañ en Egipt anvet Sirdar, a oa war ar memes-tro Gouarnour hollek Soudan. E 1922, goude emsavadegoù broadelour diwar atiz ar penn egiptat Saad Zaghloul, Egipt a oa deuet da vezañ dieub diouzh ar Rouantelezh-Unanet. An Egiptiz a oa c'hoant muioc'h a evezhierezh e Soudan ha krouet e oa bet ganto unvezioù arbennikaet gant harperien soudanat lodenn eus Tirlu Egipt hag anvet al-Awtirah. Amañ e oa bet krouet diazez ar pezh a oa deuet da vezañ Lu Soudan a-vremañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]