Mont d’an endalc’had

Nerzhioù Harpañ Bliv

Eus Wikipedia
Nerzhioù harpañ bliv
unvez milourel, skourr milourel, aozadur damsoudardel
Deiziad krouiñ2013 Kemmañ
LealdedGovernment of Peace and Unity, Soudan, Emirelezhioù Arab Unanet Kemmañ
Anv ofisielقوات الدعم السريع Kemmañ
Anv er yezh orinقوات الدعم السريع Kemmañ
Anv berrRSF Kemmañ
Arc'hantaouerEmirelezhioù Arab Unanet Kemmañ
BroSoudan Kemmañ
Ezel eusتأسيس Kemmañ
Ideologiezh politikelLaikelezh, antireligion, anti-clericalism Kemmañ
Gant kevelerezhStrollad Wagner, Armed Forces of the United Arab Emirates Kemmañ
Raklec'hiet gantBorder Intelligence Brigade Kemmañ
Darvoud-alc'hwezEl Fasher massacre Kemmañ
Dezverket dresadism Kemmañ

An Nerzhioù Harpañ Bliv (NHB ; arabeg : قوات الدعم السريع, Quwwāt ad-daʿm as-sarīʿ) a zo damsoudarded soudanat bet krouet gant gouarnamant Soudan[1][2]. Krouet e oant bet evel bezenoù anvet Janjawid implijet gant gouarnamant Soudan e-pad Brezel an Darfour. Diwezhatoc'h e oant bet bet adaozet e stumm un aozadur damsoudardel, e miz Eost 2013. Abaoe 2023 emañ an NHB o stourm a-enep arme ar gouarnamant kreiz evit kontrollañ ar vro, ar pezh a oa bet mammenn da darzhadenn ur brezel diabarzh e Soudan. E 2025 e oa bet savet gant an NHB ur gouarnamant evit ren an tiriadoù a gontrollont.

Ideologiezh an NHB a zo broadelour arab hag enep islamour[3][4][5][6]. Alies e vez graet eus an aozadur gant skolveuridi unan dreistelour arab[7]. Ar strollad a zo kablus eus torfedoù gouennelour lies a-enep an dud ha n'int ket Arabed e Soudan, ha lakaet int bet da gablus eus miliadoù a lazhadennoù trevourien dizarmet[8][9]. Er-maez eus Soudan e vez kavet soudarded eus NHB o stourm a-enep al luskad Houthi e brezel diabarzh Yemen[10][11].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]