Nerzhioù Difenn Kroatia
| Deiziad krouiñ | 22 Genver 1991 |
|---|---|
| Brezel | brezel dieubidigezh Kroatia |
| Skour lu | lu |
| Bro | Kroatia |
| Lec'h | Zagreb |
| Sez sokial | Kroatia |
| Deiziad divodañ | 16 Ebrel 1993 |
| Renet gant | Dobroslav Paraga |
Nerzhioù Difenn Kroatia (kroateg: Hrvatske obrambene snage pe HOS) a oa skourr damsoudardel Strollad Kroat ar Gwir (HSP) etre 1991 ha 1992, e-kerzh mare kentañ Brezelioù Yougoslavia. E-pad Brezel Dieubidigezh Kroatia, an HOS a oa bet o sevel bagadoù soudarded evit kemer perzh e difennerezh ar vro. D'an uhelañ e-kerzh ar brezel e Kroatia, an HOS en doa meur a vatailhon soudarded. Ar c'hentañ unvezioù HOS a oa renet gant Ante Paradžik, un ezel eus an HSP hag a voe lazhet gant polis Kroatia e miz Gwengolo 1991. Goude-se, e miz Du 1991, ar galv hollek d'an engalvadur e Kroatia hag an arsav-brezel e miz Genver 1992 o devoa rediet an HOS da vont e-barzh Lu Kroatia.
Unvezioù an HOS e Bosnia-ha-Herzegovina a oa savet gant Kroated, Muzulmaned Bosnia ha youlidi eus an estrenvro renet gant Blaž Kraljević[1]. D'an 9 a viz Eost 1992, dre urzh ar prezidant Franjo Tuđman, hag a oa enebet ouzh ar c'henlabour Kroat-bosniak gant an HSP, Kraljević hag eizh ezel eus an aozadur a oa bet lazhet gant soudarded izili eus Kuzul Difenn Kroatia (HVO) dindan urzhioù Mladen Naletilić.
Nerzhioù Difenn Kroatia a oa bet lamet nebeut amzer goude-se, ar soudarded ha dafar milourel a voe kendeuzet pe gant an HVO pe gant Lu Republik Bosnia-ha-Herzegovina dres pa groge ar Brezel Kroat-Bosniak[1] An unvez HOS diwezhañ o vezañ divodet a voe e kreiz Bosnia d'ar 5 a viz Ebrel 1993.

.
Izili brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 Nigel Thomas, Nigel Thomas (2006). The Yugoslav Wars: Bosnia, Kosovo and Macedonia 1992–2001. Osprey Publishing. 21 p. ISBN 1-84176-964-9.