Mont d’an endalc’had

Nerzh (Star Wars)

Eus Wikipedia
Nerzh (Star Wars)
fictional energy, dreistgalloud
Iskevrennad eustelekinesis Kemmañ
Anvet diwarforce Kemmañ
Kavet e vez en oberennStar Wars Kemmañ
A denn da ved ar faltazihollved Star Wars Kemmañ
Frañchiz mediaStar Wars Kemmañ

An Nerzh zo ur galloud metafizikel, kevrinus ha pep lec'h er frañchiz faltazi Star Wars. E-barzh ar c'halaksienn m'emañ ar frañchiz e vez graet anv eus an Nerzh gant an tudennoù evel un energiezh hag a liamm an holl draoù, o terc'hel ar c'hempouez kosmek. An tudennoù "kizidik ouzh an nerzh" dreist-holl, peurliesañ dre emziskiblezh strizh, stummañ ha evezhiañ, a c'hell kevreañ ouzh an Nerzh ha dre-se mont e darempred gant barregezhioù dreistnaturel resis evel liveoù bevennet a nerzh dreistdenel, an telekinezenn hag ar sklaerder. Keñveriet eo bet an Nerzh hag ar Jedi gant perzhioù meur a relijion eus ar bed gwirion, evel ar voudaegezh hag an daoegezh. Deuet eo ar frazenn hag ar mallozh Jedi "Ra vo an nerzh ganeoc'h" da vezañ ul lodenn eus yezh ar sevenadur pobl.

Ar Jedi a servij Tu Sklaer an Nerzh, ar Sith a zo gouestlet d'an Tu Teñval.