Neoptolemos (haroz)

Eus Wikipedia
Neoptolemos o lazhañ Priam

Neoptolemos (henc'hresianeg : Νεοπτόλεμος) pe Pyrros (henc'hresianeg : Πύρρος), a oa mab d'ar brezelour Akilles ha d'ar briñsez Deidameia.

Thetis, mamm Akilles, a ziouganas, pell a-raok ganedigezh he mab, e vije ur brezel bras. Gwelout a eure e varvje he mab nemetañ, mard aje ar paotr d'an emgann. Klask a eure ul lec'h dezhañ evit ma ned aje ket d'en em gannañ. E wiskañ a eure evel ur wreg e lez Lykomedes, roue Skyros. Er c'heid amzer-se e tarempredas ar briñsez Deidameia, a c'hanas Neoptolemos. Neoptolemos a veze graet Pyrros anezhañ da gentañ, abalamour d'an anv plac'h Pyrra, a oa bet kemeret gant e dad pa oa gwisket evel ur vaouez.

Nav bloaz diwezhatoc'h, e-kreiz ar brezel, marvet Akilles hag Aias, ha doare ebet da drec'hiñ gant Hellaziz, e voe tapet gante an diouganer troian, Helenos, ma voe rediet da ziskuliañ dezho penaos e c'hallfent kemer kêr Troia. Hag Helenos da ziskuliañ e c'halljent bout trec'h ma c'hallfent pourchas saezhioù Herakles (a oa gant Philoktetes da neuze).