Neo-noir
| Iskevrennad eus | film du |
|---|---|
| Liv | gwenn-ha-du |
| Roll elfennoù | list of neo-noir titles |
Neo-noir a zo un doare film eus ar bloavezhioù 1970 hag a bled da gentañ holl gant ar gourzhtreiñ [1] eus ar filmoù noir klasel kement a-fed stil pe mennadoù, oc'h azasaat temoù ar filmoù doare-se stadunanat eus ar bloavezhioù 1940 ha 1950 evit arvesterien ar bloavezh 1970. Alies e oa implijet livioù gant dargemmoù ha buhezek,[2] ha gant un doare gwirvoudoc'h hag anatoc'h da ziskouez ar feulster pe ar seks,[3] ha gant un danevelliñ pe ur frammañ eus ar filmoù ha na oant ket eeun.[4] E-kerzh ar bloavezhioù 1970 ha betek penn-kentañ ar bloavehzioù 1980, an droienn "neo-noir" a oa deuet da vezañ brudet-mat, harpet gant filmoù gant berzh evel Chinatown gant Roman Polanski, Taxi Driver gant Martin Scorsese, Absence of Malice gant Sydney Pollack , Blade Runner gant Ridley Scott, ha Blue Velvet gant David Lynch. An droienn c'hallek film noir[5] a vije tu treiñ e brezhoneg en "film du", evit diskouez eo istorioù reuzus hag a vez taolennet alies en doare filmoù-se. Neo-noir a zo ar memes doare filmoù met gant temoù, stiloù ha doareoù filmañ modernoc'h.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Nette, Andrew (2021-11-23). 10 Underappreciated American Noirs of the Late 1950s and the 1960s (en-US).
- ↑ on, David Olsson (2019-11-18). Top 30 Best Neo-Noir Films, Ranked for Filmmakers (en-US).
- ↑ Neo-noir. Encyclopedia Britannica (28 October 2024).
- ↑ Neo-Noir Film Genre: 4 Common Traits of the Neo-Noir Genre - 2025 (en).
- ↑ (2002) A panorama of American film noir (1941–1953). San Francisco : City Lights Books. ISBN 978-0872864122.