Nenets
Neuz
An Nenets, Ненцы (Nentsy e rusianeg), zo ur bobl nomad hag a vez o chom nepell diouzh ar c'helc'h polel. Ar genel bouezusañ eus ar 26 kenel eus Siberia eo. Bevañ a reont diwar ar pesketaerezh hag an desevel kirvi. Nomad-tre int dre ma ne chomont ket alies muioc'h eget ur sizhunvezh er memes lec'h.
O yezh ofisiel eo an nenetseg.
Ur genel nomad war un dachenn divent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bobl Nenets zo o chom e gwalarn Siberia etre ledenez Kanin war ar Mor Gwenn, e norzh ar menezioù Oural ha d'ar stêr Vorkouta. Bevañ a reont ivez en inizi ar Meurvor arktek hag e ledenez Kola. En holl en em astenn ar bobl-se war 1 milion a km². O bro eo an toundra hag ar c'hoadoù gwez-pin gant kalz a stêrioù ha takadoù geuniek.