Nedim Gürsel

Eus Wikipedia
Nedim Gürsel

Nedim Gürsel (ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1951 e Gaziantep) zo ur skrivagner turk. E dibenn ar bloavezhioù en doa embannet e skridoù kentañ, romantoù hag arnodskridoù, e kelaouennoù turkek. Goude studioù eil derez e lise gallek Galatasaray en Istanbul ez eas d'ober e studi d'ar Sorbonne, e Pariz. E 1979 e savas un dezenn doktorelezh diwar-benn Louis Aragon ha Nâzım Hikmet[1]. Distreiñ a reas da Durkia, met abalamour d'an taol-stad a c'hoarvezas er vro e Gwengolo 1980 ez eas da Vro-C'hall en-dro. Abaoe emañ o vevañ e Pariz, ma kelenn al lennegezh turkek, ha distreiñ gwech ha gwech all da Istanbul.

E 1976 e voe embannet gantañ Uzun Sürmüs Bir Yaz ("Un hañvezh hir e bad"), un teskad danevelloù. Gant al levr-se e tapas e 1977 ur priz lennegel a bouez eus Turkia, Priz Akademiezh an Turkeg (Türk Dil Kurumu Hikâye Ödülü). Goude taol-stad 1980 avat e voe tamallet dezhañ gant ar justis bezañ gwallvrudet an arme el levr-se. E 1983 ne voe ket aotreet e levr İlk Kadın ("Ar vaouez kentañ"). Daoust ma ne voe ket kondaonet Gürsel, e voe dibosupl kavout e levrioù e Turkia e-pad meur a vloaz.

E 2008 e voe embannet ul levr all gantañ, Allah'ın Kızları ("Merc'hed Allah"). Diouzhtu e voe tamallet dezhañ droukkomz diwar-benn an islam.

Nedim Gürsel zo unan eus diazezerien Parlamant Etrebroadel ar Skrivagnerien[2].

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kadinlar Kitabi (Levr ar merc'hed), 1975
  • Uzun Sürmüs Bir Yaz (Un hañvezh hir), 1976
  • Ilk Kadin (Ar vaouez kentañ), 1986 and 2004
  • Sevgilim Istanbul (Istanbul karet), 1986
  • Son Tramvay (An tramgarr diwezhañ), 1991
  • Saint Nazaire Günlügü (Kazetenn Sait-Nazer), 1995
  • Bogazkesen, Fatih’in Romani (Romant an alouber), 1996
  • Balkanlara Dönüs (Distro d'ar Balkanioù), 1995
  • Nâzim Hikmet ve Geleneksel Türk Yazisi (Nazim Hikmet hag al lennegezh turkek pobl), 2000
  • Yaşar Kemal (Yaşar Kemal), 2000 ha 2005
  • Aragon: Başkaldırıdan Gerçeğe (Aragon, emsavet a-dal d'ar wirionez), 2000
  • Sağ Salim Kavuşsak, Çocukluk Yillari (Yac'h ha dibistig — bloavezhioù bugaleaj), 2004
  • Allah'in Kizlari (Merc'hed Allah), 2008.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.