Nea Salamis Famagusta FC

Eus Wikipedia

Nea Salamis Famagusta FC pe Nea Salamina Famagusta FC (Gresianeg: Νέα Σαλαμίνα Αμμοχώστου) zo ur c'hlub sport kiprenezat a-vicher diazezet e Famagusta. Ur c'hlub repuad eo abaoe aloubadeg Kiprenez gant an Durked e 1974, p'eo bet ac'hubet hanter-noz an enezenn gant Turkia. Diazezet eo ar c'hlub e Larnaca evit ar mare.

Oberennoù pouezusañ an Nea Salamina eo bezañ bet trec'h e kip Kiprenez ha Super Cup Kiprenez e 1990. Perzh en deus kemeret ar skipailh evit ar wech kentañ en ur c'hrogad european e 1990, er gib European Winner's Cup. Perzh en deus kemeret perzh e Kib UEFA Intertoto e 1995, 1997 ha 2000. Ezel eo eus klub sport an Nea Salamina Famagusta, bet krouet e 1948. Ur skipailh volleyball paotred zo ivez er c'hlub. Ar c'hlub sport zo anvet diwar anv kêr gozh Salamis pe Salamina, a oa nepell diouzh ar gêr a vremañ Famagusta ("Nea" a dalvez nevez e gresianeg).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.