Nazisploitation

Eus Wikipedia
Nazisploitation
rummad filmoù
Iskevrennad eusexploitation film Kemmañ
Ilsa she wolf of the ss, skritell ar film.

An Nazisploitation pe Nazi exploitation pe nazi porn zo un doare film kemmesk etre film istorel ha spont hag ar filmoù erotek. Enno e kaver nazied o jahinañ tud en un doare kriz, alies reizhel, e kampoù-bac'h pe toulloù-bac'h pe c'hoazh fouzhlec'hioù. Darn eus ar filmoù-se o deus memes doare istorioù: merc'hed prizonidi anezho, raloc'h reoù o labourat e fouzhlec'hioù nazi, a vez jahinet ha mac'hagnet pe lazhet en un doare gore (gwadus).

Ar film brudetañ eus an doare filmoù-se a voe savet e Kanada : Ilsa, She Wolf of the SS a oa bet embannet e 1974. Gwerzhet mat e voe betek dont da vezañ un heuliad filmoù. Ur wech gwelet e oa bet rastellet kalz arc'hant evit ur priz sevel marc'had-mat evit ar film Ilsa, e voe adkemeret an doare filmoù-se dreist-holl en Italia. Daoust ma chome an heuliad filmoù Ilsa unan a zegase arc'hant, an degadoù all bet savet war ar patrom-se a voe c'hwitadennoù arc'hantel. An doare filmoù-se a gendalc'ho da vezañ produet betek kreiz ar bloavezhioù 1980 betek mont da get.

Doare[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar filmoù Nazisploitation a zo reoù gant aktourien dianav, hag ur voujedenn vihan. Klasket e vez bamañ an arvesterien gant merc'hed noazh, feulster gwadus hag aergelc'h an Eil Brezel-bed e-kostez an nazied SS. Tabut bras a zo bet tro-dro d'ar filmoù doare-se o klask daoust ha ne oant ket "bruderezh" evit an trede Reich.

Dyanne Thorne a zo chomet brudet-mat evit bezañ an aktourez diazez en doare filmoù-se.

Ar filmoù doare Nazisploitation a zo reoù erotek normalamant. Un nebeud filmoù pornografek a zo bet savet war ar memes patrom met n'int ket lakaet en is-rann sinema-se.

Lennegezh israelat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un is-rann lennegel a vez liammet gant an nazisploitation. En Israel nemetken, er bloavezhioù 1960, ar "Stalag fiction" a oa levrioù godell gwerzhet e-leizh. E-pad Prosez Eichmann e 1961 e oa kroget da ziwan. Kantadoù a vilieroù a levrioù eus al lennegezh-se a oa bet gwerzhet. Diazezet e oa darn anezho war patrom House of Dolls gant Ka-tzetnik 135633. Kontañ a ra istor ur plac'hig yuzev rediet da labourat evel gast er "Joy Division" (Bloc'h 24) kamp Auschwitz.

Listenn filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Naziploitation diazez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1969 : Love Camp 7
  • 1974 : Ilsa, la louve des SS, sevener Don Edmonds, gant Dyanne Thorne
  • 1974 : Portier de nuit
  • 1975 : Black Gestapo
  • 1976 : Salò ou les 120 Journées de Sodome, gant Pier Paolo Pasolini
  • 1976 : Des filles pour le bourreau
  • 1976 : Madame Kitty, gant Tinto Brass
  • 1976 : Horreurs nazies
  • 1977 : Holocauste nazi (Armes secrètes du IIIe Reich)
  • 1977 : Elsa : Fraulein SS
  • 1977 : Train spécial pour Hitler
  • 1977 : Hôtel du plaisir pour SS
  • 1977 : La bestia in calore
  • 1977 : La svastica nel ventre
  • 1977 : KZ9 lager di sterminio
  • 1978 : Le deportate della sezione speciale SS
  • 1978 : Le lunghe notti della Gestapo (Les Nuits rouges de la Gestapo)

Nazisploitation pornografek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://web.archive.org/web/20131016120251/http://www.mikebloomfieldamericanmusic.com/1975-1978.htm
  2. [1] Film and the Holocaust: New Perspectives on Dramas, Documentaries, and Experimental Films gant Aaron Kerner