Nazaré (Portugal)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pelec'h emañ Nazaré

Nazaré zo ur gumun eus Portugal, e distrig Leiria. En em astenn a ra war 83 km2 ha 15 158 a dud zo o chom enni (e 2011).

En hanternoz d'an draezhenn, war an tornaod emañ karter kozh Sítio. Di e c'haller mont dre un hent a c'hoari an dro dre an diabarzh, pe dre ur fungarr a bign eus bord ar mor betek lein an tornaod. E Sítio ez eus e-leizh a diez bodet en-dro d'un iliz. Alese eo kaer ar gweled war an draezhenn hag ar gêriadenn en traoñ. Un tour-tan zo ivez.

Gwechall e veve tud Nazaré diwar ar peskerezh hepken. Lakaet e veze ar pesked a veze tapet gant rouedoù tost d'an aod da sec'hañ war an draezhenn, astennet war glouedennoù. Brudet e oa, gwechall, gwiskamantoù ar besketaerien hag o gwragez.

Bremañ eo brudet Nazaré abalamour ma vez graet surf en tolead, war ar Praia do Norte dreist-holl, en hanternoz da veg Sítio. Brudet eo tarzhioù-mor an draezhenn-se, dre ma c'hallont stummañ gwagennoù uhel-kenañ er goañv, abalamour ma'z eus dirak an aod ur ganienn dindan an dour, anvet Kanienn Nazaré.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sec'hadeg ar pesked war an draezhenn

Nazaré, gwelet eus Sítio


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.