Naved Trugarez Doue

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Navad Trugarez Doue)
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

Naved Trugarez Doue zo un naved a bedennoù da gregiñ da zeiz Gwener ar Groaz betek ar Sul war-lerc’h Sul Fask, hag a zo bet diskleriet « Gouel Trugarez Doue » (Misericordi Divina) gant an Iliz katolik.

Hervez an Iliz, d’ar 14 a viz Gwengolo 1935, e lavaras Jezuz Krist da santez Faostina (santelezhet e 2000) penaos dibunañ Chapeled an Drugarez. Er c'hontrol d'ar Rozera kinniget da sant Dominig gant an Itron-Varia e vez pedet ar chapeledad-se gant pedennoù diazezet war ar C'hrist ha neket war an Itron-Varia a-benn degemer trugarez Doue ar Mab, dre e Basion.

Promesaoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Santez Faostina

An navad-se zo ur bedenn a c'houlenn ma tegasfe grasoù d'ar re en ped. Ar promesaoù kinniget gant Jezuz-Krist da santez Faostina ha d'ar re a bedfe an navad-se a vefe ar re-se :

« Ma merc'h, laka an eneoù da baterat war ar chapeled-mañ a'm eus roet dit. Plijout a ra din reiñ grasoù da gement tra a c'houlennint gantañ.» (An Deizlevrig[1])

« Ar veleion en roio d'ar bec'herion evel ur plankenn diwezhañ a silvidigezh ; ha zoken ar pec'her ar startañ, ma tibun ar chapeledad-se ur wezh a resevo gras va zrugarez.» (An Deizlevrig)

Ouzhpenn-se en dije promesaet Jezuz-Krist ur marv c'hwek evit an dud a bed an naved-se :

« Da eur ar marv e tifennin evel ma c'hlod-me kement ene en do dibunet ar chapeledad-se he-unan pe, a-hend-all, m'o do pedet tud arall e-tal un den war e dremenvan, e vo kenkoulz ma induljañs ganto.» (An Deizlevrig)

Penaos pediñ naved Trugarez Doue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


1. Ober sin ar groaz

2. Lavarout teir gwezh :"Gwad ha dour, hag a strinkas eus kalon Jezuz evel andon an Drugarez evidomp, fiziañs a'm bez ennoc'h"

3. Lavarout ur Pater Noster

4. Lavarout un Ave Maria

5.Lavarout ur C'hredo

6.War bep greunenn voan : "Dre e Basion boanius, ho pet truez ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh"

7.War bep greunenn dev : "Tad peurbadus, profañ a ran deoc'h Korf, Gwad, Ene ha Doueelezh ho mab muiañ-karet, Hon Salver Jezuz-Krist, evit azgoulenn ganeoc'h pardon hon pec'hedoù ha pardon reoù ar bed a-bezh"

8.E diwezh ar chapeled, lavarout teir gwezh :"Doue santel, Doue kreñv, Doue divarvel, ho pet truez ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh."

Da be goulz pediñ ar chapeledad-se[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep devezh a ya d'ober an nav deiz a vez etre Gwener ar Groaz ha sul Trugarez Doue, d'an eur a anver Eur an Trugarez a zo 15e peogwir e varvas Jezuz Krist d'an eur-mañ ha goulenn a reas an aotrou Krist ouzh santez Faostina ma vefe dibunet ar chapeledad d'an eur a 15 eur.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. An Deizlevrig eo anv journal speredel santez Faostina. Embannet e voe war-lerc'h he marv.