Mont d’an endalc’had

Nammo

Eus Wikipedia

Nammo (berradur Nordic Ammunition) zo ur strollad embregerezhioù norvegiat ha finnat, bet savet e 1998. Arbennikaet eo war produerezh munisionoù ha kefluskerioù-fuzeenn. E Raufoss (Norvegia) emañ e sez. 7,45 miliard a grona (698 milion a euroioù) e oa e gengreadur e 2022[1].

E 2026 e implije Nammo 3.700 den e 27 lec'h-produiñ, e 12 bro disheñvel[2]. O kreskiñ emañ obererezh ar strollad abaoe deroù ar brezel hollek en Ukraina[1]. Ouzhpenn an armeoù e werzh Nammo dafar d'ar siviled, dindan an anvioù merkoù Lapua, SK Ammunition ha Berger (munisionoù) ha Vihtavuori (poultr)[3].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (no) Erik Børresen, Rekordår for Nammo: Omsatte for 7,5 milliarder i fjor, Oppland Arbeiderblad, 06/08/2023 (lennet d'ar 21/02/2026)
  2. ↑ (en) How to find us, war lec'hienn Nammo (lennet d'ar 21/02/2026)
  3. ↑ (en) Commercial Brands, Nammo (lennet d'ar 21/02/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan