Nagorno-Karabac'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
(ar)Լեռնային Ղարաբաղ
(Leṙnayin Ġarabaġ)
(az) Dağlıq Qarabağ

Nagorno-Karabac'h
Banniel Nagorno-Karabac'h Skoed-ardamez Nagorno-Karabac'h
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Azat ou Ankakh Artsakh
Artsac'h dieub ha dizalc'h
Lec'hiadur Nagorno-Karabac'h
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Stepanakert (Khankendi)
39°52′N 46°43′E
Yezh(où) ofisiel Armenieg1
Gouarnamant Nann-anavezet
 - Prezidant Arkady Ghoukasyan
 - Kentañ ministr Anushavan Danielyan
Dizalc'hded diwar Azerbaidjan 
 - Referendum 10 Kerzu 1991 
 - Diskleriet 6 Genver 1992 
 - Anavezet N'eo ket2 
Gorread
 - Hollad 4.400 km²
Poblañs
 - istimadur Meurzh 2007 138.000 ()
 - Stankter  ?/km² (n/k)
Moneiz Dram (Armenian) (AMD)
Gwerzhid-eur (UTC+4)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+5)
Kod kenrouedad
Kod pellgomz +374 97  (Karabakh Telecome GSM)
1: Ar vonreizh a aotre "implij dieub ar yezhoù all implijet gant ar boblañs."
2: Council on Foreign Relations - Nagorno-Karabakh: The Crisis in the Caucasus

Nagorno-Karabac'h (Armenieg : Լեռնային Ղարաբաղ, Lernayin Gharabagh; azerbaidjaneg: Dağlıq Qarabağ pe Yuxarı Qarabağ; ruseg: Нагорный Карабах, Nagorniy Karabac'h, "Karabac'h-Uhel" pe "Republik Nagorno-Karabac'h") a zo ur rannvro, 4 400 km² he gorread, en Azerbaidjan abaoe an didammerezh a oa bet graet gant gouarnamant Stalin d'ar mare ma oa bet savet Republik Soviedel Azerbaidjan e 1936. Poblet eo gant Armeniiz hag un enklozadur emren e oa dindan ar galloud soviedel, anvet Oblast emren Nagorno-Karabac'h. Aloubet eo bet gant lu Republik Armenia ha chomet emren e 1994. Ur Stad dizalc'h eo, met n'eo ket anavezet na gant ar Gumuniezh etrebroadel, na gant Republik Armenia a ro sikour dezhi koulskoude.

Istor[kemmañ]

E 1922 ez aloubas Lu Ruz an Unvaniezh Soviedel (URSS) nevez ar C'haokaz ha gouarnamant kreiz an URSS a savas ar Republik treuzkaokaziat. Lakaet e voe un nebeud pastelloù-bro poblet gant Armenianed e-barzh harzoù Republik soviedel Azerbaidjan, Karabac'h uhel en o zouez, ur vro meneziek-kenañ. E 1923 e voe savet Karabac'h-Uhel, evel ur rannvro (oblast e rusianeg) emren a voe savet evit an Armenianed a oa o vevañ eno.
E 1936 e tivizas URSS rannañ ar Republik treuzkaokaziat e teir stad, Armenia, Azerbaidjan ha Jorjia hep kemmañ statud an oblast emren.
D'an 10 a viz Kerzu 1991, d'ar mare ma oa URSS o vont war ziskar, e voe aozet ur referendom e Nagorno-Karabac'h hag e pastell-vro Sahumian a zo nes dezhañ. Pa voe asantet gant ar muiañniver eus an annezidi e tisklêrias "Republik Nagorno-Karabac'h" he dishualded diouzh Azerbaidjan. Ur brezel a darzhas etre nerzhioù milourel Nagorno-Karabac'h, harpet gant lu Armenia, ha lu Azerbaidjan. Rannvroioù Azerbaidjan etre Armenia ha Nagorno-Karabac'h zo bet aloubet gant an Armenianed ha skarzhet ar boblañs azeri dioute kuit na vefe enklozet ken ar republik dianavezet.

Stad an traoù abaoe 1994. En tu-hont d'ar pep brasañ eus tachenn Nagorno-Karabac'h (diskouezet gant ul linenn sklaer) emañ e dalc'h homañ 9% pe war-dro eus Azerbaidjan (tachenn roz sklaer). Homañ ziwezhañ a zalc'h tammoùigoù eus Nagorno-Karabac'h (orañjez teñval).

Douaroniezh[kemmañ]

Kartenn rannvroioù Nagorno-Karabac'h.