Nagant M1895
Nagant M1895 | |
---|---|
![]() Ur revolver Nagant M1895 produet e 1941 e arsanailh Toula | |
Kinnig | |
Bro orin | ![]() |
Doare | Revolver |
Mont en-dro | Platinenn un-ober / daou-ober pe un-ober hepken, hervez ar stummoù |
Munision | 7,62 × 38 mm .32 ACP (stumm kemmet]] |
Produerien | Nagant Arsanailh Toula Ijevsk Państwowa Fabryka Karabinów |
Mare produiñ | 1895-1945 |
Niver produet | War-dro 2.000.000 |
Mare servij | 1895 - bloavezhioù 1940 (arme Rusia hag Arme Ruz) |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez (hep kartouchenn) | 0,810 kg |
Hirder | 235 mm |
Hirder ar c'hanol | 114 mm |
Perzhioù teknikel | |
Endalc'h | Taboulin 7 tenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An Nagant M1895 zo ur revolver ijinet e Belgia gant Émile ha Léon Nagant etre dibenn ar bloavezhioù 1880 ha deroù ar bloavezhioù 1890. Implijet eo bet a-hed an XXvet kantved gant armeoù Rusia dreist-holl.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwikefre an Nagant M1895 zo dibar : pa bouezer war e zraen pe pa armer e gi e vez bontet an daboulin ouzh ar gambr. Pal ar sistem-mañ eo kas gazoù an darzhadenn war-zu ar c'hanol nemetken, pa lez ar braz eus ar revolverioù gazoù da vont war gostez an daboulin. Evit se eo kambret an Nagant M1895 evit kartouchennoù 7,62 × 38 mm, dezhe ur boled sanket en douilhez penn-da-benn. Brudet e oa an arm evit bezañ fiziapl[1].
7 tenn eo endalc'h e daboulin, ha n'hall ket bezañ gwintet. Evit skarzhañ an douilhezioù goude an tenn e ranker neuze lakaat ar c'harenn a zo dindan ar c'hanol da dreiñ, evit gellet implijout anezhi da vontañ an douilhezioù goullo. Dre se e oa hir a-walc'h an arm da adkargañ. Stummoù un-ober hepken pe daou-ober a zo bet produet[2].
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Choazet e voe an arm e 1895 gant Nikolaz II, tsar Rusia, pa fellas dezhañ pourveziañ e arme gant armoù-dorn dezhe munisionoù gant poultr divoged evit kemer plas ar Smith & Wesson Model 3 implijet betek-neuze. Léon Nagant en doa kenlabouret gant ar Rusianed evit sevel o fuzuilh Mosin-Nagant dija. Ar skouerennoù kentañ eus an Nagant M1895 a voe produet en atalieroù Nagant e Liège, hag adalek 1898 e krogas ar produiñ e arsanailhoù Toula hag Ijevsk. Ar revolverioù dezhe ur blatinenn daou-ober a veze roet d'an ofisierien, pa oa pourveziet ar soudarded all gant reoù un-ober hepken, kement-mañ betek kreiz ar bloavezhioù 1925[2].
Servijet en deus an Nagant M1895 er Brezel-bed Kentañ, e brezel diabarzh Rusia ha pelloc'h c'hoazh, daoust d'an Tokarev TT33 bezañ choazet evel arm standart an Arme Ruz e 1933 : implijet eo bet an Nagant M1895 en Eil Brezel-bed, ha gwelet e vez war tachennoù-emgann 'zo hiziv an deiz c'hoazh[1]. E Rusia eo e voe produet ar braz eus an daou vilion a skouerennoù savet. Sveden ha Polonia a broduas stummoù dezhe ivez[3].
Abalamour d'e bouez e istor Rusia hag an URSS e c'haller gwelet ar revolver e kantadoù a filmoù sevenet dibaoe an hini kentañ anezhe, Difenn Sevastopol (1911)[4].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.69
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) CAMPBELL Dave, The 1895 Nagant Revolver: A Look Back, American Rifleman, 09/08/2020 (lennet d'ar 14/05/2025)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, M1895 Nagant Revolver, Modern Firearms (lennet d'ar 14/05/2025)
- ↑ (en) Nagant Revolver, IMFDB (lennet d'ar 14/05/2025)
|