NRS-2
| NRS-2 | |
|---|---|
Ur gontell NRS-2 | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Kontell, arm-dorn, troc'h-orjal |
| Munision | 7,62 × 42 mm |
| Produer | Uzin armoù Toula |
| Mare servij | Abaoe 1986 |
| Meneger GRAU | 6P25U |
| Perzhioù teknikel (arm produet gant Dolne-Bar) | |
| Mas | 0,570 kg |
| Hirder (pleget) | 290 mm |
| Hirder ar c'hanol | 60 mm |
| Endalc'h | 1 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | ? |
An NRS-2 (rusianeg Нож Разведчика Стреляющий, «Kontell sklêrijenner evit tennañ») zo un arm soviedel, ennañ ur gontell-emgann, ur bistolenn un-tenn ensoc'het e troad ar gontell, hag ur gouin dezhañ un ostilh hag a c'hall troc'hañ orjal. Kambret eo evit ar 7,62 × 42 mm, ur munision implijet er bistolenn didrouz PSS ivez[1]. Produet e vez e uzin armoù Toula[2].
Stumm kentañ an arm, anvet NRS, a voe ijinet er bloavezhioù 1970 evit unvezioù Spetsnaz arme an URSS. Un tammig diwezhtoc'h e voe kemmet un tamm evit degemer munisionoù didrousoc'h (stumm SP-4) hag adanvet e voe NRS-2[2]. Implijet e vez c'hoazh an arm gant ar Spetsnaz hag unvezioù ispisial rusian all[1].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An NRS-2 a vez implijet gant enebourien ar c'hoarier (Ultranationalists) e Call of Duty 4 : Modern Warfare (2007). An arm a c'haller ober gantañ e World of Guns: Gun Disassembly[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) The Russian NRS-2 Pistol-Knife, The Firearm Blog, 19/07/2018 (lennet d'an 20/07/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, NRS and NRS-2 shooting scout / recon knife (USSR/Russia), Modern Firearms (lennet d'an 20/07/2025)
- ↑ (en) NRS-2 Scout Firing Knife, IMFDB (lennet d'an 20/07/2025)