Mário Soares

Eus Wikipedia
Mário Soares e 1978

Mário Alberto Nobre Lopes Soares, anvezetoc'h evel Mário Soares, (distaget [ˈmaɾiu suˈaɾɨʃ] e portugaleg ; 7 a viz Kerzu 1924 – 7 a viz Genver 2017) a oa ur politikour portugalat, alvokad, istorour ha kelenner.

A-raok adsav an demokratelezh e Portugal e vevas en harlu e deroù ar bloavezhioù 1970. Da neuze e voe o kelenn portugaleg e skol-veur Breizh-Uhel e Roazhon. D'an 19 a viz Ebrel 1973 e voe anvet da bennsekretour Strollad Sokialour Portugal, savet en harlu, e Bad Münstereifel, en Alamagn. E 1974 e teuas da vezañ Ministr an Aferoù Diavaez er gouarnamant demokratel nevez-savet. Kentañ Ministr Portugal e voe eus 1976 da 1978 hag eus 1983 da 1985, ha prezidant ar vro e voe etre 1986 ha 1996. Eus 1999 betek 2004 e oa kannad e Parlamant Europa.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]