Mont d’an endalc’had

Mylène Farmer

Eus Wikipedia
Mylène Farmer
Mylène Farmer en ur sonadeg er sal Paris La Défense Arena (2019)

Anv Mylène Jeanne Gautier
Ganet 12 a viz Kerzu 1961
Montreal
Doare(où) Kanerez-sonaozerez, produerez sonerezh
Bloavezhioù oberiant 1984–hiziv
Label(ioù) Polydor - Sony Music - RCA - PolyGram - Universal

Mylène Farmer zo ur ganerez-sonaozerez, produerez, skeudennaouerez hag aktourez c'hall, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1961 e Montreal, e Kebek.

Dont a reas da vezañ brudet e 1984 gant ar ganaouenn Maman a tort (Emañ ar gaou gant Mammig). Gant Laurent Boutonnat he deus savet ur bed dibar, dreist-holl dre he c'hlipoù ambisius hag he sonadegoù brav, hag ivez dre he zestennoù enno gerioù pinvidik, sterioù doubl, kenganez ha daveoù lennegezh pe livouriezh.

Mylène Farmer eo an arzourez c'hall gwerzhet ar muiañ abaoe ar bloavezhioù 1980 (ouzhpenn 30 milion a bladennoù).

  • (fr) Bernard Violet, Mylène Farmer : Biographie, Anthème Fayard, 2004.