Mureș (stêr)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ar Mureș en Arad
Red ar Mureș/Maros

Ar Mureș (e roumaneg : Mureș, en hungareg : Maros ; en alamaneg : Mieresch) zo ur stêr 725 km hed e reter Europa. Eieniñ a ra en Izvoru Mureșului e Karpatoù Roumania. En em deurel a ra en Tisza, un adstêr d'an Danav, e Szeged e kreisteiz Hungaria.

Redek a ra dre gêrioù Reghin, Târgu Mureș, Aiud, Alba Iulia, Deva, hag Arad, e Roumania, ha dre gêrioù Makó ha Szeged, en Hungaria.

Meur a adstêr en deus. War al lez dehoù emañ al Luț, al Lechința, ar Pârâul de Câmpie, an Arieș. War al lez kleiz emañ ar Gurghiu, an Niraj, ar Sebeș, an Târnava, stummet gant an Târnava Mare hag an Târnava Mică.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.