Mont d’an endalc’had

Muntr Clément Méric

Eus Wikipedia
Skritell savet goude marv Clément Méric (Pariz, 2013).

Clément Méric (bet ganet d'an 30 a viz Du 1994 e Brest) a oa ur stourmer enepfaskour, bet lazhet d'ar 5 a viz Even 2013 e Pariz (Bro-C'hall) en ur gannadeg a-enep skinheads eus an tu dehoù pellañ.

Tri den a voe barnet e 2018 evit "feulsterioù a-ratozh, degaset ar marv gante, hep kaout c'hoant d'en ober". Daou anezhe, Esteban Morillo ha Samuel Dufour, a voe kondaonet da 11 ha da 7 vloaz toull-bac'h hep goursez ; skañvaet e voe o c'hastiz da 8 ha 5 bloaz toull-bac'h hep goursez da vare ar prosez-galv, e 2021[1]. Ezel e oa an tri den barnet ouzh ar Jeunesses Nationalistes Révolutionnaires, servij surentez ar strollad Trosième Voie renet gant Serge Ayoub. Divodet e voe an daou strollad-mañ e miz Gouere 2013 diwar un dekred embannet gant Kuzul ar Vinistred gall[2].