Morzhol-brezel

Eus Wikipedia
Morzhol-brezel

Ar morzhol-brezel zo un arm a veze implijet er Grennamzer da skeiñ ha da doullañ harnezioù-brezel an enebourien. Graet e oa evit an emgannoù den ouzh den, ha gallout a rae an troad anezhañ bezañ hir pe hiroc'h. Pa ne dreuzed ket an harnez gant ar morzhol e c'halled alies gweañ an harnez ha mirout ouzh an hini harnezet d'ober fiñvadennoù zo.

Eus anv an arm e teu anv Karl Martel, pa dalveze martel kement ha morzhol e galleg kozh.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mjöllnir eo anv morzhol an doue Thor e mojennoù Lec'hlenn.

Thor oc'h embregañ e vorzhol-brezel
Mårten Eskil Winge (1872)