Mont d’an endalc’had

Morlu roman

Eus Wikipedia
Morlu roman
Morlu
Rann eusmilitary of ancient Rome Kemmañ
Deiziad krouiñ311 BCE Kemmañ
StadHenroma Kemmañ
Item operatedRoman navy fleet Kemmañ

Nerzhioù morlu ar Stad henroman (classis, flodad) a oa bet pouezus evit aloubadegoù roman trowardroioù ar Mor Kreizdouar, met biken ne voe ken efedus ha ken galloudus hag al lejionoù roman. A-hed an Henamzer, ar Romaned a oa chomet ur bobl eus an douar hag en em harpañ a raent war ar pobloù sujet evel ar C'hresianed hag Egiptiz evit sevel o bigi. Dre-se, ne oa ket bet ar morlu biskoazh hini ar Stad roman da vat, ha chomet e oa stag outi ur skeudenn "nann-roman"[1].

En Henamzer, an armeoù-mor hag ar flodadoù kenwerzh ne oant ket ken emren ha ma 'z int hiziv-an-deiz. Keñveriet gant implij ar morluioù a-vremañ, morlu ar Romaned en e barr ne oa ket emren met bez e oa ur skourr oc'h harpañ hag o kenlabourat gant an Arme roman.

E-kerzh ar C'hentañ Brezel Punek, ar morlu roman a oa bet kresket kalz ha pouezus e oa bet evit harpañ trec'h ar Romaned ha mestroni ar Republik roman war ar Mor Kreizdouar. E-kerzh kentañ lodenn en eil kantved a-raok Jezuz-Krist, Roma a oa deuet a-benn da zistrujañ Kartada ha da sujañ rouantelezhioù ar bed hellenadek e reter ar Mor Kreizdouar. Evel-se e oant deuet da vezañ mistri war ar mor diabarzh anvet ganto a-benn neuze ar Mare Nostrum. Ar flodadoù roman a oa bet pouezus adarre er I kantved a-raok J.-K. er brezelioù a-enep ar vorlaeron, hag er brezelioù diabarzh o doa kaset ar Republik d'an traoñ, gant o brezelioù dre ar Mor Kreizdouar a-bezh. En 31 a-raok J.K. e oa c'hoarvezet emgann Actium hag a lakaas un termen d'ar brezelioù diabarzh, gant trec'h klok Augustus ha diazezadur an Impalaeriezh roman.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Potter, David (2004), "The Roman Army and Navy", en Flower, Harriet I. (ed.), The Cambridge Companion to the Roman Republic, Cambridge University Press, pp. 66–88, ISBN 978-0-521-00390-2